RSDDS 22
Gwerledan [Mur] (22)
Emañ RSDDS Aodoù-an-Arvor o tuta ur c'helenner/gelennerez ar skolioù divyezhek evit skol bublik Gwerledan. Post digor d'an dud kevratet hepken.
3 Kerzu 2024
Rektorelezh Roazhon
Liverieg (35)
Emañ skolaj Martin Luther King e Liverieg o tuta ur gelennerez/c'helenner war an Istor-geografiezh divyezhek. Post digor d'an dud kevratet hepken.
3 Kerzu 2024
Brezhoweb
An Alre (56)
Emañ Brezhoweb o klask un den, paotr pe plac’h, a-benn frammañ abadennoù e brezhoneg. Post leun-amzer, staliet en Alre (56), adalek miz Genver 2025. Ret e vo labourat gant peurrest ar skipailh e-barzh burevioù Brezhoweb, frammañ abadennoù war ar meziant Premiere Pro, filmañ abadennoù a vo ivez posupl ober hervez an den.
2 Kerzu 2024
Ti ar Vro Sant-Brieg
Sant-Brieg (22)
Emañ Ti ar Vro Sant-Brieg o klask ur gelennerez / c'helenner war ar brezhoneg an abretañ ar gwellañ, evit un erlec'hiadur betek fin miz Kerzu.
2 Kerzu 2024