Degemeret eo bet an it. Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPLB en ti-kêr, gant an ao. Jean-Yves ar Mogn, maer hag an ao. Arnaud Le Breton, eilmaer evit lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg. Roet eo bet al label a live 1 war ar marc’had evit 5 ober a zo bet kaset da benn gant ar gumun c’hoazh.
Goude bezañ bet lakaet panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun, enrollet ur gemennadenn divyezhek e responter an ti-kêr, staliet ur panellerezh divyezhek e diavaez hag e diabarzh savadur an ti-kêr, lakaet da sevel panelloù divyezhek diwar-benn glad Kerbêr ha bezañ enfredet ur gwazour gouest da zegemer ha da heñchañ e brezhoneg ar velestridi, en deus bet c’hoant ar c’huzul-kêr da vont war-raok. Dibabet en deus dija un toullad oberoù (logo, paper talbennet, pedadennoù, pennad-stur ar gazetenn, panellerezh…) evit kenderc’hel da lakaat ar yezh war wel.
An evezhiadennoù0