Malizenn Alanig
- Krouet ez eus bet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ur valizenn bedagogel evit an dud a labour gant ar vugaligoù (0-3 bloaz). Aesaat implij ar brezhoneg gant ar re vitous eo pal ar valizenn o kinnig binvioù savet evit an dud a-vicher ha pa vefe emellerien diavaez pe tud a labour er frammoù degemer bugaligoù.
- Gant ar valizenn ez eus bet krouet un dudenn anvet Alanig. Alanig a zo ul louarn hag a blij dezhañ dañsal, c’hoari ha kanañ. Krouet ez eus bet 2 ganaouenn gantañ zoken! Adkavout a rit anezho er bajenn-mañ.
- Er valizenn, ouzhpenn d’ar vargodenn ha d’an div rimadell, ez eus levrioù, dafar da skritellañ, geriaoueg… Evit gouzout hiroc’h, deuit e darempred gant an OPAB!
♫Ar rimadelloù
Demata :
Rimadell Demata Alanig
Demat, demat, mat ar jeu ?
Ha mont a ra ganit ?
Demat, demat ha mat ar jeu ?
Kan, kanomp, ha kanit !
Ha mont a ra ganit ?
Demat, demat ha mat ar jeu ?
Kan, kanomp, ha kanit !
Mat an traoù ha brav ar vuhez,
Laouen on ha leun a levenez
Mat an traoù ganin,
Kan, kanomp ha kanit ganin !
Laouen on ha leun a levenez
Mat an traoù ganin,
Kan, kanomp ha kanit ganin !
Kimiadiñ :
Rimadell Kimiadiñ Alanig
Kenavo, ken an distro
Alanig a lâr kenavo
Kenavo ar c’hentañ tro
Alanig a zeuy en-dro
Alanig a lâr kenavo
Kenavo ar c’hentañ tro
Alanig a zeuy en-dro
Kenavo ar wech all,
Evit kanañ pe dañsal
Evit kanañ pe dañsal
...
Evit kanañ pe dañsal
Evit kanañ pe dañsal
...
Ar frazennoù
Dafar da voullañ
Levrioù
Klikit amañ evit kavout levrioù a bep seurt evit ar vugale 0-3 bloaz