Diwan
Tréguier
Da geñver raktres digoradur ur skol e Landreger (22), emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.
10/03/2025
Diwan
Orvez
Da geñver raktres digoradur ur skol e Orvez (44) emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.
07/03/2025
RSDDS 56
An Oriant (56)
Emañ RSDDS ar Mor-Bihan o tuta ur c'helenner/gelennerez ar skolioù divyezhek war An Oriant tolpad-kêrioù, adalek ar 24/02/25. Post digor d'an dud gevratet hepken.
03/03/2025
Gwengamp (22)
Deiziad embann | 07/12/2023 |
Deiziad evit lakaat e anv | 14/12/2023 |
Deiziad kregiñ | 02/01/2024 |
Bez emañ aozadur stummañ Stumdi o klask ur stummer·ez war ar brezhoneg etre Miz Genver ha miz Even 2024. Aboae 27 bloaz emañ Stumdi o kinnig stummadurioù micherel dre soubidigezh. E miz Genver e vo digoret ur c’hlasad nevez e Gwengamp. Klask a reomp ur stummer·ez ouhzpenn evit klokaat skipailh Bro Dreger.
- Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
- Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
- Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
- Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.
Barregezhioù ret :
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ
- Implijout beñvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
- Aotre-bleniañ
Barregezhioù deuet mat :
- Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
- Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell
Pazenn 12
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Kentelioù e Gwengamp evit al lodenn vrasañ. Kentelioù e lec’hioù all diouzh an ezhomm. Kentelioù diouzh an deiz
Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn, e Gwengamp pe e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.
Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da contact@stumdi.bzh a-raok ar yaou 14/12/2023.
Stumdi
contact@stumdi.bzh02 98 21 39 94