Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :

Kinnigoù heñvel

job_offer.image.alt_text

Kelenner·ez war ar fleüt-treuz

Ti-kêr Douarnenez

Douarnenez (29)

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel

Emañ ti-kêr Douarnenez o tuta ur c'helenner/gelennerez war ar fleüt-treuz evit he skol sonerezh. Post digor d'an dud kevratet.

23/06/2025

job_offer.image.alt_text

Kefridiezh servij keodedel

Telenn

Sant-Brieg (22)

Arzoù ha sevenadur
Stage
Temps partiel

Kinnig a ra ar c'hevread Telenn, staliet e Ti ar Vro Sant-Brieg, ur gefridiezh servij keodedel evit kemer perzh en obererezh sevenadurel breizhek ar gevredigezh e bro Sant-Brieg.

16/06/2025

job_offer.image.alt_text

Skoazeller·ez produiñ ur festival sevenadur Breizh e Bro Douarnenez

Emglev Bro Douarnenez

Douarnenez (29)

Arzoù ha sevenadur
Contrat à durée déterminée
Temps partiel

Emglev Bro Douarnenez, krouet e 1996, a stroll kevredigezhioù ha tud a fell dezho lakaat da vevañ ha rannañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh gant ar muiañ niver, a-hed ar bloavezh. Ar festival Dispar Amzer a zo ur prantad a-bouez hag a bad daou viz, adalek miz Here betek miz Du e bro Douarnenez hag er C’hab. Talvoudoù hag ahelioù pennañ ar festival a zo skignañ ha klask nevezentioù a-fed sevenadur Breizh, reiñ plas d’ar maouezed er grouidigezh-se, krouiñ liammoù etre ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad disheñvel. Ouzhpenn an darvoudoù arzel, ar festival a stroll ivez emgavioù degemerus tro-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Emaoc’h o vont da labourat e liamm gant kenurzhierez ar gevredigezh ha da skoazell anezhi da aozañ festival Dispar Amzer 2025. Dindan kiriegezh izili kuzul-merañ ar gevredigezh e vioc’h.

13/06/2025

None

Servij keodedel

Sked

Brest (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 06/08/2025
Deiziad kregiñ 01/10/2025

Emañ Sked e Brest o klask un den youlek evit ober ur servij keodedel, 25 bloaz d'ar muiañ, ha tomm e galon gant Breizh hag ar brezhoneg.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Krouiñ ul liamm gant ar c'hevredigezhioù ezel (ober bruderezh evito war ar rouedadoù hag al lec'hienn internet, kenaozañ atalieroù ha darvoudoù ganto...)
- Sikour evit aozañ abadennoù sevenadurel e Sked pe en diavez (Forom ar c'hevredigezhioù, prezegennoù, atalieroù, Gouel Breizh, Mizvezh ar brezhoneg...)
- Kemer perzh e raktresoù sevenadurel (Devezh ar brezhoneg, Troiad ar filmoù, Nevez Amzer ar sonerien, ar Redadeg, Deus'ta, prezegennoù...)
- Sikour da grouiñ skorioù-kehentiñ (skritelloù, flyer, fotoioù) evit brudañ an obererezhioù

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Gallout a ri implijout dafar Sked ha sikouret e vi a-benn diorren da raktres micherel. Digor d'an holl eo ar c'hinnig-mañ. Labouret a vo e brezhoneg hag e galleg.
8 miz, 24 eur/sizhun
Ma'z peus lennet betek ar fin, chañsoù mat sa vezañ kemeret ez peus ! Deus'ta !

Darempred

Sked

52 straed Emile Zola

29200 Brest

degemer@sked.bzh

02 98 80 26 71