RSDDS 22
Gwerledan [Mur] (22)
Emañ RSDDS 22 o klask war-lec'h ur c'helenner/gelennerez ar skolioù divyezhek evit skol bublik Gwerledan. Erlec'hiadur un ehan mammelezh betek fin miz Mae 2025.
09/01/2025
Deskadurezh Katolik Penn Ar Bed
pays du Léon
Emañ Deskadurezh Katolik Penn Ar Bed o klask ur c'helenner/gelennerez ar skolioù divyezhek e bro Leon. (Leun Amzer)
08/01/2025
Skolaj Diwan Kemper
Kemper (29)
Emañ skolaj Diwan Jakez Riou o tuta ur c'helenner/gelennerez war ar brezhoneg betek fin ar bloavezh skol.
07/01/2025
Roazhon (35)
Deiziad embann | 09/01/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 17/01/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Skol an Emsav o tuta ur stummer·ez war ar brezhoneg evit reiñ kentelioù sizhuniek enlinenn.
Kefridi bennañ : Stummañ skolidi ar c’hentelioù sizhuniek ENLINENN
- Obererezhioù : Aozañ an obererezh stummañ (o kenlabourat gant ar skipailh stummerien) Dindan evezh ha gant harp kenurzhierez ar c’helenn
- Prientiñ kentelioù : diouzh ar programm hag ar priziañ, renkañ ur prantad kelenn, aozañ/adimplij dafar pedagogel, diouzh ezhomm ar stajidi.
- Buheziñ kentelioù / Lakaat ar programm e pleustr
- Sevel ha kempenn benvegoù pedagogel diouzh e varregezhioù
- Sevel ha kempenn benvegoù priziañ
- Titouriñ teuliadoù heuliañ an deskarded (bezañs evit pep kentel, levrig heuliañ melestradur/pedagogiezh pep stajiad, egorenn Digiforma pep stajiad)
- Derc’hel d’an darempredoù etre ar stajidi ha skipailh SAE (stummerien, melestradur…)
- Dastum/sontañ santimant ar stajidi war o stummadur
- Titouriñ/brudañ obererezhioù DUDI ha stummadurioù SAE
Kenlabour / Kenbrientiñ / Diellañ
- Efedusaat al labour prientiñ ha stabilaat danvez ar c’hentelioù dre labourat gant stummerien all war prantadoù boutin.
- Diellañ/rannañ ar c’hentelioù prientet, da liammañ ouzh ar programm
- Diellañ/rannañ hag urzhiañ an dafar pedagogel implijet evit pep kentel, da liammañ ouzh ar programm
- Kemer perzh en emvodoù ar stummerien ha skipailh + degas mennozhioù da gas war-raok an doare da labourat
- Reiñ keloù da genurzhier.ien ar c’helenn hag an hentad stummañ pa vez un dalc’h gant an dafar, an aozañ, ar c’helenn pe gant un deskard
Kemer perzh e buhez ha diorren ar greizenn
- Ijinañ pe kemer perzh e raktresoù pedagogel nevez, diouzh ezhomm ar stajidi (KA)
- Kemer perzh en emvodoù war ar stummañ aozet war al lec’h labour pe er-maez (KA)
- Kemer perzh e foromoù/saloñsoù diouzh an ezhomm (KA)
- Kemer perzh en abadennoù hag emgavioù e-lec’h ma vez engouestlet Skol an Emsav, diouzh an ezhomm (KA)
- Kemer perzh / sikour da aozañ oberiantizoù nann-gelenn SAE (KA)
- Skriv pennadoù evit #brezhoneg (KA)
ROLL KENTELIOÙ :
A-ZEVRI (stummadur fonnus hibrid)
Live 1 : d’ar Meurzh, 18e30-20e00
Live 2 : d’ar Yaou, 18e30-20e00
Live 3 : d’ar Merc’her, 18e30-20e00
Kentelioù sizhuniek (1 eurvezh)
Live 1 : d’ar Yaou, 12e30-13e30
Live 2 : d’ar Gwener, 12e30-13e30
Kentelioù sizhuniek dre ar saozneg
Bloaz 5 : d’ar Merc’her, 17e00-18e30
Kentel souten war ar brezhoneg
D’ar Merc’her, 14e00-16e00 (1 wezh / miz)
- En h.e aez o teskiñ kelenn ha kenlabourat gant savennoù niverel (klas enlinenn, rannañ teulioù ha mediaoù) : ur stummadur resis war an ostilhoù hag ar meziantoù labour a vo kinniget gant Skol an Emsav
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
- Saozneg deuet mat
- Aotre-bleniañ B
Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn gant kenurzhierez ar bedagogiezh. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.
13,658 € kriz / eurvezh
Kevrat didermen he fad
Darnamzer
Niver a eurvezhioù : 18 eurvezh / sizhun
Framm ar post : Kelenn : 9 eurv. / Prientiñ : 7 eurv. / Ambroug-Emstummañ : 2 eurv.
Emglev a-stroll : IDCC 1516 Organismes de Formation
Pazenn : 10
Kelenn 9 eurvezh ar sizhun (dre geidenn)
Kentelioù enlinenn hepken
Kentelioù e-kerzh an deiz
Kentelioù d’abardaez-noz
Pell-labour posubl betek 100% eus an amzer labour.
Eurvezhioù ambroug hag emstummañ e kreizenn Roazhon, er penn-kentañ da vihanañ
Amzer brientiñ : 7 eurvezh / sizhun (aozadur da renkañ gant kenurzhierez ar c’helenn)
Emstummañ : 2 eurvezh / sizhun (aozadur hag ambroug da renkañ gant kenurzhierez ar c’helenn)
Skol an Emsav
gwenael.dage@skolanemsav.bzh