Diwan Breizh
Beuzid-ar-C'hoadoù (35)
Emañ skolaj Diwan Beuzid-ar-C'hoadoù o tuta kelennerien a-benn distro-skol 2025.
24/06/2025
Deskadurezh Stad / Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Bro Gwened (56)
Emañ Deskadurezh Katolik ar Vro o klask ur c'helenner pe ur gelennerez war an Istor-Douaroniezh e Brezhoneg evit kelenn e skolajoù pe lise e korn-bro Gwened. Eurvezhioù kelenn evit ur bloavezh-skol a-bezh.
23/06/2025
Deskadurezh Stad / Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Kastellbourc'h (35)
Emañ Deskadurezh Katolik Ill-ha-Gwilun o klask un adkelenner / un adkelennerez divyezhek evit ur skol eus kêr Kastellbourc'h adalek miz Gwengolo o tont betek fin ar bloavezh-skol.
23/06/2025
Bro Sant-Nazer ha Bro-Wenrann (44)
Deiziad embann | 27/05/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
Pouezus eo ar vuhez kevredigezhel evit diorren ha kas raktres KanN a-benn. Labourat a ra ar c’helenner/gelennerez gopret gant ar c’hopridi all, an dud a-youl vat (kelennerien/kelennerezed en o zouez) ha gant pep ezel eus ar C’huzul-Merañ ervat. Pouezus-kenañ eo an dalc’hoù. Ezhommoù bras zo da sevel oberiantizoù kreñv evit treuzkas ar brezhoneg. Dindan atebegezh ar C’huzul-Merañ e heul ar c’helenner/gelennerez ar sturiadoù divizet gant ar pal lakaat da dalvezout ar raktres kevredigezhel e departamant al Liger-Atlantel. Reiñ a ra kentelioù brezhoneg hag aozañ a ra abadennoù luskañ e brezhoneg evit publikoù disheñvel e departamant al Liger-Atlantel.
Kefridioù pennañ :
1. Kelenn ar brezhoneg
• Kelenn ar brezhoneg a-drugarez da gentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live (eus an deraouidi betek ar re gadarnaet o live).
• Kelenn dreist-holl da greistez ha d’an noz.
• Sevel dafar pedagogel (kentelioù, c’hoarioù ha kement zo) diwar kursus ar gevredigezh a-benn liesdoareañ ha gwellaat ar c’helenn kinniget
• Ober war-dro an deskarded/deskarderezed e-pad ar c’hentelioù hag etre ar c’hentelioù (ezvezañsoù, poelladennoù ha kement zo)
• Kemer perzh e aozadur stajoù hag oberiantizoù ar gevredigezh en ur verañ al lodenn bedagogel.
2. Luskañ e brezhoneg
• Meizañ ha reiñ da wir an abadennoù luskañ e brezhoneg evit kevredigoù disheñvel (bugale vihan, tud yaouank, tud deuet).
3. Labourat a-stroll
• Kenlabourat da vat gant koskor ar c’hopridi, da skouer war ar c’henurzhiañ, evit aozañ kael ar c’hentelioù (salioù, implij-amzer, erlerc’hiadurioù ha kement zo). Gwiriañ eo liammet ar c’hentelioù, ar stajoù, an oberiantizoù an eil gant egile.
• Kemer perzh e kefridioù poentel gant an dud a-youl vat (nozvezh an distro-skol, bodadeg veur, foromoù ar c’hevredigezhioù, kenaozañ stajoù hag oberiantizoù ha kement zo).
• Kenlabourat a-dost gant an hini a zo atebeg war ar pedagogiezh ha gant ar C’huzul-Merañ, organ divizout ar gevredigezh hag heuliañ e sturiadoù.
• Kenlabourat gant aozadurioù all hag a harp ar brezhoneg pe kevredigezhioù sevenadurel.
• Teknikoù pedagogel ha kelennus evit kelenn ar brezhoneg.
• Anaoudegezh eus ar metoù kevredigezhel lec’hel (brezhonek en o zouez)
• Kenurzhiañ raktresoù.
• Piaouegezh teknikoù ha binvioù al luskañ hervez publikoù disheñvel
• Anaoudegezh eus luskoniezh ar strolladoù
• Skiant an aozadurezh ha rikted
• Perzhded darempredus, tro-spered an intrudoù hag al labour a-stroll
• Piaouegezh ar binviji burevek
• Diplom adalek Bak +2, peurgetket war dachenn ar buheziñ sokial hag ar c’helenn
• Skiant prenet e luskañ raktresoù ha kenlabour gant tud a youl vat
• Live C1 an Diplom Barregezh war ar Yezh e brezhoneg
• Aotre bleinañ B ha karr personel dre ret
Gopr kriz bloaziek war diazez leun-amzer a 22 323 €
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel
• Kevrat amzer didermen (CDI) e darnamzer (50%) gant ur prantad esae ur miz-pad
• Treuzlec’hiañ stank e kornog an departamant
• Labour reoliek da greistez ha d’an noz
• Emglev a-stroll ECLAT niv. 3249
• Mizoù treuzdougen stroll war-goust ar gevredigezh evit 50%
• Mizoù an hent war-goust ar gevredigezh
• Mizoù ar gwenwarez war-goust ar gevredigezh evit 50%
• 30 devezh oberat a vakañsoù bloaz
Kentelioù an Noz (KanN)
Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Angeviniere
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz@gmail.com0768472225