People&Baby
Sant-Tegoneg-Logeginer [Log.-S.-Teg.] (29)
Emañ a rouedad magourioù People&Baby o tuta ur rener·ez desaver·ez bugaligoù divyezhek, evit ur vagouri e Sant-Tegoneg.
08/11/2024
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Bear (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta un eilbabigour·ez divyezhek adalek miz Genver 2025.
08/11/2024
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plouvagor (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur rener·ez magouri divyezhek adalek miz Genver 2025.
08/11/2024
Brest (29)
Deiziad embann | 13/11/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 07/12/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/01/2025 |
Emañ Sked o tuta un eilbabigour·ez divyezhek evit ar vagouri Jibidi a-benn miz Genver.
Fellout a ra deoc’h en em ouestlañ d’ur raktres dibar ha nevezus a lakay ar brezhoneg war wel evel un ostilh da skoazellañ ha diorren al liesseurted sevenadurel. Dedennet oc’h gant kas ar brezhoneg war-raok hag emskiantek ouzh an dalc’hoù liammet gant diorren an divyezhegezh abred. Ha kinnig d’ar vugaligoù, forzh pe orin e vefe o hini, an endro ma kreskint en o bleud diouzh ar gwellañ ma c’haller, eo ar pezh a blij deoc’h da gentañ-penn war ho micher. Evit seveniñ ar c’hefridioù-se e-barzh ar vagouri vrezhonek kevredigezhel a 15 plas, emaomp o tuta un eilbabigour.
Ho pal, evel eilbabigour ar vagouri, a vo kemer perzh e divorfilañ ar vugale en ur zoujañ d’o lusk ha d’o ezhommoù.
- Bezañ atebek dindan ar renerez war kalite an doare ma vo kemeret ar vugale e karg ha graet war-dro al liamm gant o familhoù,
- Ober war-dro pourvezered al liesdegemer (predoù, produoù a-fet yec’hederezh,…)
- Kenurzhiañ ar skridaozañ evit an holl deulioù reoliek, dindan atebegezh ar renerezh,
- Kelaouiñ ar skipailh hag ar familhoù war ar reolennoù yec’hedel
- Kaout ur sell hollek war ar strollad evit ma vo ar vugale en o aez hag evit ma vo lusket ar strollad,
- Merañ degemer hag azasadur ar vugale nevez hag o familh,
- Bezañ gwevn hag en em ober diouzh pep degouezh evit degemer ar vugale,
- Kemer perzh e kempenn lec’hel ar vagouri, e luskañ buhez ar c’hevredigezhioù, ijinañ oberoù en-dro d’al lusk-se, kas war-raok ar modoù
kenlabourat…
Brezhoneger·ez oc’h,
Gant an diplom Eilbabigour bugaligoù,
Gouest oc’h da gas ho labour o kenlabourat gant kendivizerien lies,
Krouiñ liammoù etre ar vugale, ar familhoù, an dud a-vicher hag an dud a-youl-vat
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Lec’h : Skol bublik Kergaouiad – 22 straed Liège – Brest (29)
Gopr hervez ar skiant prenet
Sked
degemer@sked.bzh02 98 80 26 71