None

Rener·ez an UBAPAR

UBAPAR

Labour a-bell, eus an ti pe e burevioù kenlabour

Lakaat e anv
Deiziad embann 14/10/2024
Deiziad evit lakaat e anv 15/11/2024
Deiziad kregiñ 01/03/2025

Kemer a reoc’h perzh en ur skipailh 7 den gopret, 4,5 ETP hag a vez o kenurzhiañ raktresoù, sevel oustilhoù pedagogel, stummadurioù, diorren lec’hel, ambroug kevredigezhioù. Er C’huzul-merañ ez eus 10 den hag a zo karget da gas ar gevredigezh ha da ambroug ar c’hopridi. Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ? Degemer mat en UBAPAR !

Deskrivadur ar post

Kefridioù

An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.
E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.
Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.

Buheziñ buhez kevredigezhel an UBAPAR
• Aozañ ha buheziñ buhez ensavadurel ar framm
• Lakaat e pleustr ar strategiezh savet a-gevret gant ar verourered hag ar verourien a-youl-vat

Ren ar skipailh rannvroel
• Kenurzhiañ hag ambroug ar skipailh tud gopret
• Klask arc’hant
• Kaout ur sell hollek ha kadarnaat ar c’hehentiñ hollek

Dioren ar rouedad ha skoazell an izili
• Buheziñ ar rouedad
• Gwelet peseurt dalc’hoù ha peseurt ezhommoù a zo gant an izili evit kinnig diskoulmoù azas ha nevez

Dileuriañ an UBAPAR
• Kemer perzh en ensavioù hag en emvodoù aozet gant ar gevelerien ensavadurel pe kevredigezhel

Merañ melestradurezh, arc’hant ha budjedoù
• Heuilhañ an arc’hant hag ar melestradurezh, e liamm gant ar merour hag an teñzorer
• Ober dibaboù war an arc’hant hag ar strategiezh da lakaat e pleustr

Merañ ar skipailh (ar c’hoskor)
• Ren skipailh gopridi an UBAPAR

Doare den

Skiant-prenet e renerezh ur gevredigezh.
Skiant prenet el labour a-bell priziet.
Emrenerezh, barrek d’en em aozañ, da azasaat, nerzh kinnig, ijin, efedusted.

A-du gant talvoudegezhioù an deskadurezh pobl.
Dedennet gant diorren an tiriadoù war ar maez, yezhoù Breizh, diwall ouzh an endro.
Anaoudegezh ha soubidigezh en deskadurezh pobl.
Anaoudegezh eus bed an Ekonomiezh Sokial ha kengret
Anaoudegezh eus mont-en-dro un aozadur-stummañ
Anaoudegezh eus ar stummadurioù DABU ha DARE
Anaouedegezh eus bed ar c’hevredigezhioù
Anaoudegezh eus bed ar c’hevredigezhioù.
Kompren penaos eo aozet an obererien sevenadurel e Breizh
Anaoudegzh eus rouedad an UBAPAR a vefe dreist
En he bleud / en e vleud gant an dud, dre gomz ha dre skrid
Gouest da implij meziantoù dieub hag ostilhoù kehentiñ niverel (labourat a-bell testenn, taolennoù…)
Maestroniañ ar brezhoneg hag anavezout ar gallaoueg a vefe dreist


➜ DIPLOMOU

DESJEPS, DEESS pe reoù all
Aotre-bleniañ B

Titouroù war ar post

Gopr

Gopr : strollad H, Kendivizad stroll Eclat, kenefeder 400 + adsevel ur respet micherel

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Adalek miz Meurzh pe Ebrel 2025
Kevrat didermen
Darn-amzer 80 %
Amzer labour a-wechoù eus an noz hag e-pad an dibenn-sizhun
Mont war an hent e Breizh a-bezh
Labour a-bell, eus an ti pe e burevioù kenlabour

Lakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)
da gas dre bostel da ubapar@ubapar.bzh adalek bremañ betek ar 15 a viz Du 2024.
Emgavioù-tutañ e miz Genver 2025, labour a-gevret e miz Meurzh-Ebrel-Mae 2025 hervez pegoulz e voc’h dieub.

Darempred

UBAPAR

BP 56

29260 LESNEVEN

ubapar@ubapar.bzh

06 31 61 51 87