Ti ar Vro Bro Pondi
Région de Pontivy
Emañ Ti ar Vro Bo Pondri o tuta ur stummer·ez war ar brezhoneg da gelenn da oadourien gant live 1, 2 pe 3 e kentelioù noz. Bro Pondi (Baod ha Logunec'h en he zouez)
03/09/2025
Education nationale-DSDEN des Côtes d'armor
Lamballe (22)
Pour l'école Mathurin Méheut, à Lamballe. Le professeur/la professeure des écoles bilingue breton dispense un enseignement polyvalent : français, mathématiques, histoire et géographie, sciences, langues vivantes, enseignement moral et civique, éducation artistique et culturelle, physique et sportive dont une partie doit se faire en langue bretonne (au moins 50%)
31/08/2025
Diwan Kentañ derez
Rianteg, Gwened, Pondi ha Baod
MALLUS ! Emañ Diwan Kentañ Derez o klask evit an distro-skol 2025 un erlec'hier·ez evit ur post leunamzer e meur a skol : Rianteg, Gwened, Baod ha Pondi.
26/08/2025
Vannes
Deiziad embann | 11/07/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 10/08/2025 |
Deiziad kregiñ | 18/08/2025 |
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit ar Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj-lise e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas termen ! Rener·ez ar skolaj-lise a zo e-karg eus mont en-dro ar skolaj-lise war an tachennoù da heul : Pedagogiezh Buhez-skol Melestradur Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
- Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
- Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
- Sevel ha merañ ar budjed.
- Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro.
- Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe deskadurezh stad pe Diwan.
- Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h ar skolidi hag al liseidi (bod ha boued).
- Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Live Bak + 3
5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiatear hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh