Posupl eo embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Skoazeller·ez skol vamm

AEP Skol Diwan Kastellin

Skol Diwan Kastellin

Lakaat e anv
Deiziad embann 17/04/2025
Deiziad evit lakaat e anv 17/06/2025
Deiziad kregiñ 28/08/2025

Emañ AEP Skol Diwan Kastellin o klask 1 bost skoazeller·ez skol-vamm evit an distro-skol 2025-2026. 23 eur ar sizhun gant ur Parcours Emploi Compétences ( da c'houlenn gant Pol Implij hag-eñ oc'h dilennabl). 7e30-15e

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Skoazellañ a reoc'h ar skolaerez da gas al labour pemdeziek en ur c'hlasad skol-vamm.
Degemer a reoc'h ar vugale war an amzer troskol (diwallerezh diouzh ar mintin pe goude ar skol)
Asambles gant an eil skoazeller.ez e reoc'h war-dro ar vugale da vare ar predoù er c'hantin.
Diwall a reoc'h ar vugale war ar porzh ha da vare an ermaeziadennoù skol.
Ober a reoc’h war-dro ar c’hempenn ha dilouezañ ar salioù.

Doare den

Brezhoneger·ez
Darempredoù aes gant an dud ha spered stroll.
Skiant-prenet micherel o labourat gant ar vugale deuet mat.
Skiant-prenet micherel war tachenn ar c’hempenn deuet mat.
Kinniget e vo stummadurioù war ar bugaligoù hag ar brezhoneg.

Titouroù war ar post

Gopr

1236 euro (pae gros) ; SMIC

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Darempred

AEP Skol Diwan Kastellin

23

Grand rue

29150 Châteaulin

aep.prezidant@diwankastellin.bzh

0683088153