None

Atebeg·ez danvez

Ofis publik ar brezhoneg

Karaez-Plougêr (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 28/03/2024
Deiziad evit lakaat e anv 30/04/2024
Deiziad kregiñ 01/06/2024

C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post atebeg·ez danvez.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

E diabarzh pol Studi ha diorren an OPAB e ray an atebeg·ez danvez war-dro pinvidikaat lec’hiennoù ha porchedoù an DPKE (brudañ ar c’helenn d’an oadourien, buheziñ ar porched media evit skignañ gwelloc’h ar produiñ klewelet brezhonek...)

Doare den

BAC +3
Live B2 e brezhoneg
Aotre-bleinañ B
Mestroni eus ar brezhoneg, anaoudegezh vat eus ar c’hehentiñ niverel, darempredoù aes, labour e skipailh, barregezhioù skridaozañ, intrudu, dalc’husted, reoliegezh el labour

Titouroù war ar post

Gopr

Implij er rummad A pe B

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.

Darempred

Ofis publik ar brezhoneg

mathilde.nicolas@opab.bzh

02 98 99 30 10