Skol an Emsav ha Stumdi
Roazhon (35)
AR POST-LABOUR Kevrat : KTF (kevrat termenet he fad) betek resisaat framm ar post a zeuio da vezañ didermen. Implijer pennañ : kevredigezh Skol an Emsav Implijad fiziet er gevredigezh Stumdi (14 eurvezh / sizhun) Lec’h labour : diazezet e ti Skol an Emsav — Roazhon (da resisaat diouzh an den a vo dibabet) bale bro e Breizh a-bezh, betek sez Stumdi e Landerne ha lec’hioù an daou aozadur. Labour a-bell posubl
22/07/2025
Diwan Breizh
Pellabour
Da geñver ur c’hresk obererezh berrbad liammet gant digoradur daou di-skol nevez – ur skolaj e Beuzit ar c’hoadoù (35) hag ur skol e Orvez (44) – emañ Diwan o klask ur g·c’hargad·ez war an diorren.
16/06/2025
Big Bravo Spectacles
Landerne (29)
Emañ Big Bravo Spectacles, ur framm produiñ ha skignañ arzel, o tuta ur c'hargad/gargadez a skignañ
10/06/2025
Carhaix / Rostrenen
Deiziad embann | 04/08/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/10/2025 |
Dindan aotrouniezh burev kevredigezh Raok, o kenlabourat gant eil goprad ar gevredigezh hag ar youlidi, e vo karget ar goprad da vuheziñ ha da gas da benn ar raktresoù war ar brezhoneg.
- Sevel ha heuliañ raktresoù buheziñ liammet gant ar brezhoneg, da skouer : tañva e skolioù, magourioù, tiez-kêr, gouelioù ar vro, stajoù, devezhioù dudi, darvoudoù ispisial, emgavioù gant meur a rummad brezhonegerien, nozvezhioù, c'hoarioù, dibennoù-sizhun familh, darvoudoù Raok an Hañv...
- Kenlabourat gant kevelerien ar vro evit ma vefe gwelet ha klevet gwelloc'h ar brezhoneg (er strollegezhioù foran, er frammoù publik, er c'hevredigezhioù, er straedoù...)
- Kehentiñ diabarzh ha diavaez
- Barregezh da aozañ e labour e-unan, intrudu, azasaat
- Darempredoù aes gant an dud ha gant ur skipailh labour
- Skiant-prenet ha/pe stummadur e bed ar buheziñ (DABU, DARE, BPJEPS, DUT Carrières sociales...)
- C'hoant d'en em staliañ e Bro COB
- Anaoudegezh hag interest e bed ar c'hevredigezhioù hag en deskadurezh-pobl
- Brezhoneg ha galleg mestroniet mat dre gomz ha dre skrid (B2-C1)
- Mestroniañ binvioù diazez an urzhiataerezh
- Aotre bleniañ karr-tan
Gopr : strollad B, feuremglev a-stroll ECLAT
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Kevrat termenet 1 bloaz
Post diazezet e Karaez ha/pe e Rostrenn, mone-done e Bro COB, pelloc'h a-wechoù
Amzer labour : 26 eurvezh bep sizhun, labour deus noz ha war an dibenn-sizhun a-wechoù
Kregiñ gant al labour : 1añ a viz Here 2025
Kas CV ha lizher en em ginnig a-raok ar 31 a viz Eost da : raok.bzg@gmail.com
Raok
raok.bzg@gmail.com