None

Skoazeller·ez war ar produiñ hag ar skignañ

Teatr Piba

Brest (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 04/06/2024
Deiziad evit lakaat e anv 15/07/2024
Deiziad kregiñ 02/09/2024

Emañ an Teatr Piba o tuta ur skoazeller·ez war ar produiñ hag ar skignañ divyezhek, a-benn miz Gwengolo 2024.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

E 2009 eo bet savet TEATR PIBA, ur gompagnunezh diazezet e Brest hiriv an deiz. Krouet eo bet da heul emgavioù ha kenlabour arzourien kejet o hentoù adalek un hevelep c’hoant, hini sevel un doare c’hoariva liesdoare, liesyezhek, ur c’hoariva kantreer a-vremañ.
Gant Teatr Piba e vez kaset en-dro ul labour krouidigezh arzel ha sevel pezhioù c’hoari a ro ur plas ledan d’ar mouezhioù klevet an nebeutañ : re ar yezhoù minorel, re ar marzhoù, hag alese ar re a bled gant al «liested» er grouidigezh. Dre ma lak dalc’h al liesyezhegezh e kalon ar c’hrouidigezh barzhoniel koulz hag un dalc’h teknologel, e fell d’ar gompagnunezh sevel dibaouez un dachenn emgav frouezhus etre arzourien hag arvesterien.
Stag eo Teatr Piba, hag abaoe m’eo bet krouet, gant ar sevel raktresoù kenlabour treuz-broadel pe/hag treuz-danvezioù a samm ganto fiñvusted ha kantreadennoù, digreizañ hag amzer hir. Skoazellet eo mont en-dro TEATR PIBA gant Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed ha kêr-Vrest. Harpet e vez ar gompagnunezh en he c'hrouidigezhioù gant Renerezh Rannvro an Aferioù Sevenadurel (DRAC) ha ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ.

Dindan renerezh ar C’huzul Merañ e voc’h lakaet e darempred gant al leurenner hag ar verourez, ha kinniget e vo deoc’h labourat a-dost gant skipailhoù arzel ha teknikel ar gompagnunezh. Ouzhpenn da-se e voc’h lakaet da gemer perzh e preder hag e diorren ar gompagnunezh.

Skignañ/produiñ (⅔) :
- Mont e darempred gant ar brogrammourien : kas posteloù, teuliadoù, pedadennoù d’an arvestoù, met ivez degemer ar pellgomzadennoù, kemer emgavioù had adlañsañ an dud.
- Heuliañ ha diorren al listennad tud e darempred gant ar gompagnunezh (listenn an dud a-vicher a zeu d’an arvestoù / ar frammoù kevelet…)
- Sevel hag hizivaat an teulioù hag ar binviji skignañ
- Merañ an deiziataer ha sevel ar steuñv obererezhioù
- Heuliañ a-dost ar pedadennoù d’an dud a-vicher
- Bezañ aze war deiziadoù an troiadoù a zesacho tud
- Emgav gant an arvesterien hag an dud a-vicher

Kehentiñ (⅓) :
- Prientiñ ha sevel ar steuñv kehentiñ
- Sevel an teulioù kehentiñ gant merour ar gompagnunezh evit pezh a sell ar c’hrouidigezhioù (an teul arzel hag an teul skignañ) hag an obererezhioù all (stajoù, atalieroù...)
- Heuliañ ar sevel teulioù doare «sach-evezh (teaser)» pe an tapadur arvestoù…
- Kas ar c’helc’hlizher bep tri miz (mailchimp)
- Hizivaat hag heuliañ lec’hienn internet ha rouedadoù sokial
- Mont e darempred gant a r gazetennerien (kemennadennoù ha teuliadoù kelaouiñ)

Doare den

Anaout bed an arvestoù bev dre vras, ar c’hoariva dreist-holl, hag ar rouedadoù
Bezañ spis en e labour, hag aozet mat
Bezañ barrek da labourat a-stroll, da dreuzkas an titouroù, da vezañ war evezh
Barrek evit marc'hata, gouzout kehentiñ ha bezañ en e aes dre gomz
Barrek war an ostilhoù urzhiataerezh (heuliad Google)
Mestroniañ Indesign a vefe a-zoare (mod-all e vo kinniget ur stummadur)
Bezañ en e aes e Brezhoneg a vefe eur ar c’hentañ, evel-just !

Da gentañ-penn emaomp o klask un den leun a youl ha startijenn, prest d’en em stummañ ha da vont war-raok !

Titouroù war ar post

Gopr

Hervez kael c'hoproù ar CCNEAC (strollad 5 live 1)

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Aotre bleniañ B dre ret
Gwirioù oberat FNAS / dilennadus d’ar stummadurioù micherel arc’hantaouet gant an AFDAS
Emgavioù tuta : gwech kentañ e miz Gouere, an eil gwech e deroù miz Gwengolo

Trugarez deoc’h da gas ho lizher emstrivañ ha CV dre bostel : teatr.piba@gmail.com

Darempred

Teatr Piba

teatr.piba@gmail.com

www.teatrpiba.bzh/