Posupl eo embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Rener·ez kreizenn-dudi

KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)

Kastellin

Lakaat e anv
Deiziad embann 16/04/2025
Deiziad kregiñ 13/07/2025

KEAV a zo ur c'hamp evit an dud-gour dre soubidigezh. Heuliañ a reont kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg war deiz. Evit-se e vez digoret ur greizenn-dudi war al lec'h evit ober war-dro o bugale. O klask war-lerc'h ur rener pe renerez emaomp neuze eus an 13/07 d'an 19/07. 30 bugel etre 6 ha 15 vloaz.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ren ur skipailh buheziñ ha kenlabourat gante evit :
- Sevel ur raktres peda
- Aozañ buhez pemdez ar greizenn-dudi.
- Degemer ar vugale
- Aozañ abadennoù dudi evit an holl vugale
- Asuriñ surentez fizikel hag afektivel ar vugale
- Ober al liamm gant tud ar vugale

Doare den

Startijenn, ijin, youl ha fent a vo degemeret mat !
DARE klok, Stajiad.ez DARE, pe diplom kevatal.
Skiant-prenet war ar buheziñ
Brezhoneger.ez ampart (C1)
Aotre bleniañ

Titouroù war ar post

Gopr

500€ net (CEE)

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Bod ha boued a vo war al lec'h.
Ur greizenn-dudi eo (8e30 - 5e) gant 2 nozvezh kampiñ e-pad ar sizhun (chom da gousket e teltennoù).
Ouzhpenn ar greizenn-dudi e vo posubl profitañ eus abadennoù KEAV da noz : c'hoariva, kan, prezegennoù, kaozeadennoù...
Bod a vo er savadur e kambreier 4 ha boued (lein, merenn, adverenn, koan)

Darempred

KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)

22 hent Mouliouen

29000 KEMPER

kd@keav.bzh