None

GWAASM

AEP skol Diwan Montroulez

Morlaix

Lakaat e anv
Deiziad embann 24/03/2025
Deiziad evit lakaat e anv 25/04/2025
Deiziad kregiñ 29/08/2025

Emañ AEP skol Diwan Montroulez o tuta ur GWAASM divyezhek a-benn an distro-skol 2025. Kevrat CAE-CUI

Deskrivadur ar post

Kefridioù

War an amzer tro-dro ar skol :
- diwallerezh : ober war-dro ar vugale, kinnig obererezhioù, ober war-dro al labour noz
- evezhiañ war ar porzh skol war an amzer skol
- kantin (tommañ ar predoù, prientiñ ar predoù, servij ar vugale, naetaat ar c’hantin)
- skoazellañ er c’hlas : skoazellañ ar vugale, ober war-dro ar c’housk-aes, sikour ar vugale er privezioù, naetaat ar c’hlas

Doare den

- komz, lenn ha skrivañ brezhoneg
- bezañ en aes gant ar vugale
- bezañ youlek
- kaout startijenn
- kaout gouiziegezhioù ha teknikoù menaj hag ar yec’hodoniezh
- bezañ yac’h
- labourat a-skipailh

Titouroù war ar post

Gopr

GIEK

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

3 fost liesseurt da bourveziñ
Bezañ dilennus war kontradoù CAE CUI
Eus 29/08/2025 betek 29/08/2026
War-dro 30h/sizhun.
Vakañsoù skol. 4 devezh labour (lun, meurzh, yaou ha gwener)
Kasit ho kinnig (CV + lizher « luskadur » ) d’an AEP a-raok an 25/04/20

Darempred

AEP skol Diwan Montroulez

aep.diwanmontroulez@gmail.com