skoazeller pe skoazellerez kehentiñ

AR REDADEG A DI DA DI

Poste en télétravail ou dans un lieu à déterminé en fonction de la personne

Lakaat e anv
Deiziad embann 28/02/2025
Deiziad evit lakaat e anv 20/03/2025
Deiziad kregiñ 14/04/2025

Post labour skoazeller pe skoazellerez kehentiñ, 60 % amzer leun, ledet war ar bloaz Pell-labour pe en ul lec’h da zibab asambles Labourat a raio an den dindan atebegezh rener ar gevredigezh hag ar Burev.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

• Buheziñ ingal ar rouedadoù sokial – Krouiñ danvez, nevesaat hag heuliañ al lec’hienn internet
• Sevel doserioù kehentiñ evit an tiez-kêr, kevredigezhioù, embregerezhioù bihan ha stalioù
• Bezañ e darempred gant ar mediaoù : kemennadennoù kehentiñ, radio, skinwel… Sevel pennadoù
• Darempred gant ar sevenerien (Klip ar ganaouenn, klipoù brudañ) – darempred tost gant ar skipailhoù lec'hel e-pad ar Redadeg
• Merañ ha lakaat war-wel ar fotoioù bet graet da vare ar Redadeg hag ar Redadegoù kent

Doare den

• Live brezhoneg (C1) ha galleg mat dre skrid ha dre gomz
• Barregezhioù graferezh
• Mestroniañ mat ar meziantoù kehentiñ
• Anavezout mat mont en-dro ar rouedadoù sokial, bed ar c’hazetennoù, ar radio hag ar skinwel
• Yezhoù all (kastilhaneg, saozneg, euskareg, kembraeg, okitaneg, gallaoueg...) a vo deuet mat
• Kaout an aotre bleniañ

Doare den
• Den youlek gant startijenn, atebek ha frammet mat
• Mennet da gas ar brezhoneg war-raok
• En h·e aez evit kaozeal dirak an dud
• Emren ha gouest da labourat h·e·unan pe en ur skipailh ha gant an dud a youl vat
• Bezañ urzhiet, gouest da steuñviñ al labour, aozañ ha merañ ar prantadoù labour fonnus, doujañ ouzh an termenoù lakaet hag anavezout an traoù mallusañ.
• Den gant ur spered krouiñ hag arzel a blij dezhi/dezhañ al labour dibistik ha kempenn.

Titouroù war ar post

Gopr

1300 € kriz / miz

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Aozioù labour
• Bezañ war an dachenn da vat e koulz ar Redadeg (sizhunioù a-raok, a-hed ha just goude an darvoud)
• Labour a bell peurliesañ gant ar rener, ar c’heneil hag ar youlidi (labour dre bellgomz, dre bostel)
• Labour war an dibenn-sizhun ha diouzh noz a-wechoù (emvodoù, eskemmoù gant ar youlidi, dre bellgomz pe dre bostel)

Darempred

AR REDADEG A DI DA DI

Ti Ar Vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-den

29270 KARAEZ

fulup@ar-redadeg.bzh

0651869859