Sked
Brest (29)
Emañ Sked o tuta un eilbabigour·ez divyezhek evit ar vagouri Jibidi a-benn miz Genver.
13/11/2024
People&Baby
Sant-Tegoneg-Logeginer [Log.-S.-Teg.] (29)
Emañ a rouedad magourioù People&Baby o tuta ur rener·ez desaver·ez bugaligoù divyezhek, evit ur vagouri e Sant-Tegoneg.
08/11/2024
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Bear (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta un eilbabigour·ez divyezhek adalek miz Genver 2025.
08/11/2024
Brest (29)
Deiziad embann | 25/06/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ ar magouri dre soubidigezh Jibidi o tuta un eilbabigour·ez divyezhek evit un erlec'hiadenn.
Ho pal, evel eilbabigour pe klañvdiour·ez ar vagouri, a vo kemer perzh e divorfilañ ar vugale en ur zoujañ d’o lusk ha d’o ezhommoù. Evit-se, talvoudoù ar ren skipailhoù en ur mod perzhiek a glot gant ho re.
- Ober ma vo lakaet e pleustr ar reolennoù a-fet surentez yec'hederezh ha kempouez magañ, e liamm gant ar renerez,
- Bezañ atebek dindan ar renerez war kalite an doare ma vo kemeret ar vugale e karg ha graet war-dro al liamm gant o familhoù,
- Ambroug digoradur ar framm : heuliañ al labourioù, ober war-dro klask ha kevraouiñ gant pourvezerien al liesdegemer (trezoù, predoù, produoù a-fet yec’hederezh,…)
- Kenurzhiañ ar skridaozañ evit an holl deulioù reoliek, dindan arabegezh ar renerez,
- Kaout ur sell hollek war ar strollad evit ma vo ar vugale en o aeZ hag evit ma vo lusket ar strollad,
- Merañ degemer hag azasadur ar vugale nevez hag o familh ;
- Bezañ gwevn hag en em ober diouzh pep degouezh evit degemer ar vugale,
- Kemer perzh e kenemprañ lec’hel ar vagouri, e luskañ buhez ar c’hevredigezhioù, ijinañ oberoù en- dro d’al lusk-se, kas war-raok ar modoù kenlabourat…
Talvoudoù liammet :
- Degemer pep hini en ur zoujañ d’e istor, d’e sevenadur ha kaout ur sell
madelezhus war kement tad pe mamm, bugel ha den a-vicher,
- Ambroug ar raktres evit a sell ouzh e berzh harpañ ha diorren ar brezhoneg e
Penn-ar-Bed,
- Ambroug pep bugel war hentoù an deskiñ, en ur zoujañ d’e lusk, hag ivez
tud ar vugale hag a fell dezho magañ o freder en- dro d’o roll tad pe vamm.
Profil :
- Brezhoneger·ez oc’h,
- Gant an diplom Eilbabigour bugaligoù pe klañvdiour,
- Gouest oc’h da gas ho labour o kenlabourat gant kendivizerien lies,
- Krouiñ liammoù etre an dud a blij deoc'h.
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Framm : SKED – Kevredigezh hep pal kenwerzhel
Lec’h : Skol bublik Kergaouiad – 22 straed Liège – Brest (29)
Kevrat : KTP (kevrat termenet e fad) –leunamzer
Emglev alisfa
Deiziad deroù ar gevrat : diouzthu betek fin miz Gouere
Gopr : hervez ar skiant-prenet
Sked
jibidi@sked.bzh