CLAJ Karaez
Carhaix (29)
Emañ ar CLAJ e Karaez o tuta ur buhezour/vuhezourez evit un degemer a-stroll evit bugale 3-12 vloaz e brezhoneg.
25/06/2025
Brest Meurgêr
Brest (29)
Emañ Brest Meurgêr o tuta buhezourien troskol divyezhek war gevrat.
18/06/2025
AEP Diwan Lesneven
Lesneven (29)
Skol Diwan Lesneven a zegemer tud yaouank e servij keodedel abaoe un nebeud bloavezhioù bremañ. Ambrouget e vez anezho gant div heñcherez e-hed ar 6 miz, unan skolaerez war an dachenn hag eben mamm er skol, Ur skipailh 5 skolaerez ha 5 implijiadez a labouro gant an den e servij keodedel.
15/06/2025
Landerne (29)
Deiziad embann | 23/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
O tuta ur buhezour·ez emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit ar c’hentelioù-noz brezhoneg hag ar buheziñ.
- BUHEZIÑ ar greizenn-dudi e brezhoneg « Ti al Lamponed » d’ar merc’her hag e-pad ar vakañsoù evit bugale 3-12 vloaz hag ar c’hampoù e-pad an hañv
- KEMER PERZH er raktresoù buheziñ bloaziek ha diorren reoù nevez
- KINNIG un tañva d’ar brezhoneg er vagourioù
- PRIENTIÑ kentelioù brezhoneg ha buheziñ anezho
- Bezañ gouest da vuheziñ ar greizenn dudi hag ar c’hampoù
- Merañ en un doare emren ar c’hinnig « tañva d’ar brezhoneg » er magouri
- Bezañ gouest da brientiñ kentelioù brezhoneg ha da vuheziñ anezho
- Kalite goulennet a zo strizhded, emren, pedagogour, intrudu, energiezh, bezañ digor, kaout perzhioù daremprediñ
- Brezhoneg skrivet ha komzet
- DABU pe gevatal
- Aotre bleniañ B
CC ECLAT, rumm B skeul 265
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Lec’h : Skol Jean Macé - Jules Ferry / Kreizenn Teo ar Born, Landerne
Kevrat : CDI 35eur /sizhun bloaziekaet
CV & LIZHER EMGINNIG : tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com evit an 23/6/2025
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com