Telenn
Sant-Brieg (22)
Tuta a ra Telenn un den a-youl vat evit ur servij keodedel a-benn sikour da vroudañ sevenadur ha yezhoù Breizh evit an holl e Bro Sant-Brieg.
05/09/2024
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktres sevenadurel evit ar greizenn Milmarin e Plaeraneg.
20/08/2024
Brest (29) et Plouguerneau (29)
Deiziad embann | 12/03/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 24/03/2024 |
Deiziad kregiñ | 02/05/2024 |
Evit ma vo gwelet muioc'h ha pelloc’h ar c’hrouiñ c’hoariva ha kleweled e brezhoneg e kenlabour ar gompagnunezh TEATR PIBA ha KALANNA PRODUCTION evit krouiñ ur post-labour.
KEFRIDI PIBA - 2 ZEVEZH AR SIZHUN
Harpañ Kuzul merañ ar gompagnunezh, al leurenner ha merourez ar produiñ, kenlabourat a-dost gant holl genlabourerezed ha kenlabourerien ar gompagnunezh, ha kemer perzh er c’hefridi pennañ diwar-benn skignañ abadennoù ar gompagnunezh: Hentoù gwenn - Nos Voies lactées, krouidigezh 2023, Bastard krouidigezh 2025, Va zud kozh krouidigezh evit an dud yaouank 2024.
KLASKEREZH HA MARC’HATA :
• Staliañ ar skoroù skignañ ha/pe gwellat anezho gant skoazell ar skipailh
• Merañ klask programmourien ha lec’hioù skignañ dre vail ha dre bellgomz• Kejañ gant ken-broduerien a programmourien (pe a c’hell bezañ) en he/e-unan pe gant ar rener arzel pe gant ar renerez produiñ
• Bezañ eno evit an deizioù pennañ ar skignañ
• Kregiñ dre vras e-barzh hollad ar raktresoù ar gompagnunezh (obererezhioù arzel, raktresoù tiriadoù; gevelliñ, raktresoù european... ha kement zo) evit resisaat ha tizhout ar gevelerien, kenbroduerien, skignerien a c’hellfe kemer perzh, e-liamm gant ar skipailh hag he rouedad – Anavezout ar rouedadoù skignañ, ha mont e darempred ganto
EVEZHIAÑ :
• Hizivaat un diaz roadennoù skignerien ha lec’hioù skignañ a zere gant an deiziadoù krouidigezhioù war-ober hag ar re da zont - Staliañ /hizivaat an ostilhoù aro tro da evezhiañ ar skignañ en ur rannañ gant ar skipailh
• Evezhiañ ha heuliañ emdroadurioù a luskadoù arzel
AOZAÑ TROIADOÙ :
• Aozañ un droiad kempoell hervez an deiziadoù bet gwerzhet dija hag an devezhioù ma c’hell dont an arzourien
• E liamm gant merourez ar produiñ, merañ an aveerezh an troiadoù (lojeiz, predoù, transportoù…)
• Sevel ar fichennoù hent ha kas anezho d’an arzourien.
KEFRIDI KALANNA - 2 ZEVEZH AR SIZHUN
Ar c’hefridi pennañ a vo kenlabourat gant ar broduerez evit lakaat muioc’h war-wel ar filmoù bet produet gant ar gevredad.
TALVOUDEKAAT AR C’HATALOG FILMOÙ :
• Hizivaat diaz roadennoù ar filmoù bet produet
• Aozañ skignadennoù ha klask skignerien
STRATEGIEZHIGOÙ SKIGNAÑ EVIT AR PRODUKSIONOÙ DA ZONT :
• Sevel ha lakaat e pleustr ar strategiezh skignañ e kenlabour gant ar broduerez hag ar sevenourezed ha sevenourien
• Kenurzhiañ ar skoroù skignañ : skritelloù, teuliadoù kazetennerien, kopiennoù
• Aozañ ar skignadennoù a-raok an holl, ha skignadennoù an troiadoù er sinemaoù ha mediaouegoù evit ar filmoù hag ar re a gemer perzh enno.
• Evezhiañ ar festivalioù hag enskrivadurioù
• Klask skignerien nevez
KEHENTIÑ :
• Staliañ hag hizivaat al lec’hienn internet
• Darempredoù gant ar gazetennerien
• Rouedadoù sokial
ANAOUDEGEZHIOÙ
Yezhoù labour : galleg, brezhoneg, saozneg
Anaoudegezh eus rouedadoù ar c’hoariva rannvroel ha broadel bev, ha dalc’hioù ar skignañ
Anaoudegezhioù war sevenadur a sinema
Mestroni war an teknikoù produiñ ha skignañ (teulioù daremprediñ, kas posteloù a-stroll, emwelioù dre bellgomz -raktreset eo ur stummadur war ar meziant Bob Booking
Mestroniañ PackOffice pe ur meziant kevatal
CHEMED
Bezañ gouest da labourat en ur skipailh : gouzout selaou ha treuzkas
Bezañ en e aez evit kehentiñ, kement dre skrid ha dre gomz
Bezañ barrek war ar marc'hata hag an arguzenniñ
DOAREOÙ PERSONELEZH
Kizidigezh ouzh an arzoù, mont a-du gant ar raktresoù arzel kinniget
Emrenerezh hag intrudu
Dalc’husted ha spister
Bezañ en e aes en daremprediñ
Bezañ gouest skrivañ pennadoù
Bezañ lies-varrek, gouest d’en em ober gant prantadoù labour o eurioù cheñch-dicheñch ha beajoù.
1568€ kriz
Kevrat didermen he fad
Darnamzer
KALANNA & TEATR PIBA
contact@kalanna.com06 38 82 76 35