Kelenner·ez brezhoneg darnamzer

Ti ar Vro Bro-Leon

Lesneven / Plouvien / Kerlouan / Plougerne / Lilia / Brignogan / Plouzeniel.

Lakaat e anv
Deiziad embann 26/07/2024
Deiziad evit lakaat e anv 25/10/2024
Deiziad kregiñ 14/10/2024

Ti ar Vro Bro-Leon zo ur bodad kevredigezhioù a labour evit brudañ ha diorren yezh ha sevenadur arvro e Bro-Leon. E Lesneven emañ sez ar gevredigezh. Emaomp o klask ur c’helenner pe ur gelennerez evit labourat er skolioù, da reiñ un tañva eus ar brezhoneg.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Dindan kiriegezh ar c'henurzhier, hag e liamm gant izili ar gevredigezh hag ar skipailhoù pedagogel er skolioù, e ranko an implijiad :
- Kinnig un tañva eus ar yezh ha sevenadur ar vro e skolioù-mamm ha kentañ derez
- Prientiñ an abadennoù hervez programmoù an Deskadurezh Stad
- Kemer perzh en emgavioù pedagogel

Doare den

Brezhoneg komzet ha skrivet mat (live 3/4 kael european ar barregezhioù yezh)
Barregezhioù a-fed pedagogiezh ha buheziñ azasaet d'ar vugale
Anavezout mat sevenadur ar vro
Bezañ gouest d'en em aozañ e-unan
Barrek da vezañ en e aes en darempredoù labour gant ur skipailh
Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret

Titouroù war ar post

Gopr

Kevrat hollek ar buheziñ, kael ispisial, live 2

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Kevrat termenet darnamzer 75%.
Kevrat hollek ar buheziñ, kael ispisial, live 2
Frejoù mont ha dont ouzhpenn
Prantad labour : Lun 14 a viz Here 2024 - Gwener 28 a viz C’hwevrer 2025
Takad labour : Lesneven / Plouvien / Kerlouan / Plougerne / Lilia / Brignogan / Plouzeniel.

Darempred

Ti ar Vro Bro-Leon

48

straed ar Jeneral De Gaulle

29260 Lesneven

tiarvroleon@gmail.com

09 83 22 42 96