None

Kargad·ez a gehentiñ

Brudañ ha Skignañ
Lakaat e anv
Deiziad embann 27/11/2023
Deiziad kregiñ 08/01/2024

Kefridi ar gargadez / ar c'hargad a gehentiñ a vo brudañ obererezhioù ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ hag ar skipailh kazetenniñ dre zoareoù treuzkas liesseurt. Labourat a ray e liamm gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed. Lec'h : unan eus radioioù ar rouedad - Ploneiz (29), Landerne (29), Rostrenn (22), Pondi (56) pe Sant-Ervlan (44)

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Brudañ abadennoù radio ar skipailh kazetenniñ

- Aozañ koulzadoù kehentiñ e Breizh a-bezh

- Brudañ labour ar radioioù ezel eus BhS

- Brudañ ar merk RadioBreizh

- Buheziñ rouedadoù sokial ar gevredigezh

Skoazellet e vo an den pa krogo gant al labour.

24e / sizhun - CDD 12 miz micherelaat

Doare den

Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1+)

Mestroniañ ar poelladoù frammañ son, skeudenn ha video

Anavezout mat bed ar c’hehentiñ hag ar stlenneg

Skiant-prenet e bed ar c'hevredigezhioù deuet mat

Bezañ emren ha gouest da labourat en ur strollad

Titouroù war ar post

Gopr

Gopr hervez emglev ar skingas radio.

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Cv ha lizher emginnig da gas a-raok an 19/11/23 da bhs.radiobreizh@gmail.com + Alan Kloareg, prezidant BHS a.kloareg@gmail.com

Darempred

Brudañ ha Skignañ

bhs.radiobreizh@gmail.com