Kevread Gouren
Landerne (29)
Emañ Kevread Gouren o tuta ur sekretour·ez melestradurel divyezhek liesvarrek, evit un erlec'hiadur.
15/01/2025
Diwan
Karaez-Plougêr (29)
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherelaat BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.
19/11/2024
Mervent
Ploneour-Lanwern (29)
Emañ MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne, o tuta ur c’henlabourer/ ur genlabourerez evit ur post-labour daou gefridi ennañ : pennkontouriezh ha mererezh melestradurel, gwazour melestradurezh ar c’hreizennoù stummañ
30/10/2024
Gwened (56)
Deiziad embann | 30/01/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 21/02/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg o klask ur skoazeller.ez kenurzhiañ (kevrat didermen leun-amzer) evit skoazell ar c’hopridi all (kargad.ez a gehentiñ, kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) hag An Taol-Lañs) war o raktres ha sevel implij-amzer an dud a-youl vat evit GBB.
___
Kenarroud :
Ur gevredigezh lezenn 1901 eo Mignoned ar Brezhoneg. Kontañ a ra 228 den a-youl vat, ur c’huzul merañ gant 8 den a-youl vat hag ur skipailh gopridi gant tri fost labour leun amzer mui astalerien (“intermittents”) e-pad GBB.
Aozet e vez bep bloaz Gouel Broadel ar Brezhoneg hag al leurenn-lañs “An Taol-Lañs”, e vez ur c’houlzad kehentiñ evit ar skolioù brezhonek bep bloaz Ul lec’hienn internet hag ur voest ostilhoù enlinenn anvet Stal.bzh a vez meret gant ar gevredigezh. Pal Stal.bzh eo lakaat ar vrezhonegerien e liamm gant embregerezhioù hag o deus un engouestl evit ar brezhoneg, lakaat war wel an embregerezhioù-se ha reiñ mennozhioù dezho evit mont pelloc’h gant ar yezh. Un arload a vo diorroet e 2025.
Ur boutik enlinenn a zo meret gant ar gevredigezh gant produioù savet gant Mignoned ar Brezhoneg ha produioù savet gant kevredigezhioù all.
Kinnig a ra Mignoned ar Brezhoneg pourchasoù da gevredigezhioù all pe da embregerezhioù ivez (treiñ, abadennoù tañva d’ar brezhoneg…)
___
Kefridioù :
Skoazellañ ar c’hopridi all (kargad.ez a gehentiñ, kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) hag An Taol-Lañs) war o raktres ha sevel implij-amzer an dud a-youl vat evit GBB. Merañ teulioù melestradurel liammet gant ar c’hoskor ha buhez ar gevredigezh. Kinnig ha buheziñ abadennoù tañva d’ar brezhoneg war gouelioù all.
___
E-touez palioù ar gefridi ha gant skoazell ar skipailh goprdi hag an izili, ho ‘po d’ober war-dro :
Skoazellañ ar genurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg / An Taol-Lañs ha sevel implij amzer ar re a youl vat evit ar gouel
Skoazellañ ar c’hargad a gehentiñ evit skignañ skorioù kehentiñ
Merañ teulioù melestradurel (teulioù yalc’hadoù..)
Ober war-dro kontouriezh ar gevredigezh e liamm gant ar c’habined kontouriezh
Ober war-dro urzhioù ha mont en-dro ar boutik enlinenn
Ober mont en-dro lec’hienn stal.bzh
Kinnig pourchasoù
- Barregezh dileuriañ ar gevredigezh en diavaez (pourchaserien, kevelerien, pratikoù)
- Perzhioù daremprediñ, kenlabour gant gopradezed hag izili burev ar gevredigezh ha gant an dud a-youl vat
- Bezañ gant spered ur stourmer.ez evit ar brezhoneg
- Gouzout rakwelet ar priorelezhioù hag an traoù mallus. Barregezh evit merañ traoù dic’hortoz.
- Bezañ en e aes gant an implij ostilhoù urzhiataerezh
- Aozet mat, barregezh da rentañ kont eus e obererezh hag eus an diforc’hioù etre ar pezh zo gortozet hag ar pezh a oa rakwelet
- Aotre bleniañ B
emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT) , strollad C ( kenefeder 285 , da lavaret eo : 2 022 € kriz / miz)
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
- kevrat didermen (CDI) leun amzer (35 eurvezh)
- Labour posupl d’an noz pe e-pad an dibenn-sizhun
- Post e Gwened e burevioù Mignoned ar Brezhoneg (staliet e Ti ar Vro Bro Gwened)
- Urzhiataer ha poellgomzer
- Deiziat kregiñ : an abretañ ar gwellañ
___
Tutadur :
Kasit ho CV hag ul lizher emginnig d’ar Prezidant Renan Kerbiquet a-raok an 21 a viz C’hwevrer 2025 da contact@mignoned.bzh. Muioc’h a ditouroù war ar post : 06 24 13 48 98
Mignoned ar Brezhoneg
3
rue de la loi
56000 VANNES
contact@mignoned.bzh0624134898