Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

GWAASM

AEP skol Diwan Plougerne

Plougerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 01/07/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

Emañ AEP skol Diwan Plougerne o tuta ur skoazeller·ez skol-vamm evit distro-skol 2025-2026. Ur gevrat PEC hini eo. Post da vezañ pourvezet adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo evit daouzek miz (21,5e/sizhun ingalet war ar bloavezh). Pe ur gevrat termenet he fad a c'hell bezañ.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ar skoazeller.ez a raio war dro ur c’hlasad lies-liveoù skol-vamm dindan aotrouniezh ar skolaerez :
- Skoazell ar skolaerez evit degemer, ambroug ha diwall ouzh surentez ar skolidi
- Prientiñ pe/ha buheziñ staliou-labour
- Ober war-dro ar skolidi ha buhezién ehan kreisteiz
- Ober war-dro hag ambroug ar skolidi e-kerzh ar pred er c’hantin
- Buheziñ an amzerioù diavez skol (diwallerezh) en un doare emrenn
- Prientiñ ha kempenn ar salioù klas hag an dafar

Doare den

- Brezhonez komzet
- Skiant-prenet gant ar vugale
- Bezañ plijet gant ar labour skipailh ha kaout intrudu
- Anavezout lusk hag ezhommou ar vugale
- Barregezhioù war ar buheziñ
- Perzhioù daremprediñ

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Trugarez da gas ho CV ha lizher emginnig da : aep.plougerne@diwan.bzh

Darempred

AEP skol Diwan Plougerne

aep.plougerne@diwan.bzh