Diwan
Karaez-Plougêr (29)
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherelaat BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.
19/11/2024
Mervent
Ploneour-Lanwern (29)
Emañ MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne, o tuta ur c’henlabourer/ ur genlabourerez evit ur post-labour daou gefridi ennañ : pennkontouriezh ha mererezh melestradurel, gwazour melestradurezh ar c’hreizennoù stummañ
30/10/2024
Bro Kornog Kreiz-Breizh
Rostrenn (22)
Emañ Bro Kornog Kreiz-Breizh o tuta ur c'hargad/gargadez a gefridi sevenadur divyezhek. Digor d'an dud kevratet.
29/10/2024
Gwengamp (22)
Deiziad embann | 24/07/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 18/08/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2024 |
Emañ Ti ar Vro Gwengamp o klask ur sekretour·ez – Kontour·ez divyezhek a labouro evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh
Ober war-dro an degemer, sekretouriezh ha kontouriezh vihan ar gevredigezh
Diorroet e c’hallo bezañ ar post hervez barregezhioù war dachenn ar vuhezouriezh e magourioù, e Tiez ar re gozh
Bezañ emren, urzhiet ha kempenn, barrek da aozañ ha kenurzhiañ
Ober gant binviji burev, skridtreterezh, taolennerioù, mediaoù
Bezañ en e/he aez evit an darempredoù e brezhoneg hag e galleg
Anavezout sevenadur Breizh ha bed ar c’hevredigezhioù a vo deut mat
Bezañ en e/he aez ha plijet gant al labour a-stroll ha barrek d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez
GIEK
Kevrat didermen he fad
Darnamzer
Aozadur al labour war ar sizhun da vezañ resisaet
Ti ar Vro Gwengamp
Ma ‘z oc’h dedennet kasit ho lizher emginnig dornskrivet, ho C.V. gant ho poltred da : Aotroù Prezidant – Ti ar Vro Gwengamp
3 Maez ar Roue / 3 place du Champ au Roy
22200 Gwengamp / Guingamp
kenurzhierezh@tiarvro-gwengamp.bzh