DIWAN
Pondi
Emañ Diwan kentañ Derez o klask un erlec'hier·ez evit skol Diwan Pondi.
02/04/2025
DIWAN
Roazhon
Emañ Diwan kentañ Derez o klask un erlec'hier·ez evit skol Diwan Roazhon.
02/04/2025
DIWAN
Felger
Emañ Diwan kentañ Derez o klask un erlec'hier·ez evit skol Diwan Felger.
02/04/2025
La Bouexière
Deiziad embann | 09/05/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 15/05/2025 |
Emañ Diwan o klask ur c’henrener / genrenerez evit ar Skolaj 35 e Beuzit-ar-C’hoadoù, an hini kentañ en Il-ha-Gwilen. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas trede ! Ur skolaj nevez flamm e vo ouzhpenn da-se.
Kenrener·ez ar skolaj a zo e-karg eus mont en-dro an ti-skol war an tachennoù da heul :
Pedagogiezh
Buhez-skol
Melestradur
Surentez
D’ar c’henrener / genrenerez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
Aozañ ha ren an emvodoù diabarzh : emvodoù skol (c’huzulioù klas, emvodoù pedago, emvodoù skol-ebarzhus…), an emvodoù kuzul merañ ;
Aozañ arnodennoù an deskadurezh stad pe Diwan ;
Merañ skipailh ar skolaj, an implijoù amzer, tuta implijidi ;
Sevel ha merañ ar budged ;
Bezañ e darempred gant ar familhoù, servij Eil Derez Diwan, an deskadurezh stad, an Departamant, ar Rannvro ha tud ar vro ;
Labourat ingal gant tud ar skolaj war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Doare den
Diplom Bak + 3 war un danvez a vo kelennet er skolaj dre ret
Skiant prenet en deskadurezh stad d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiataer hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da verañ meur a zoser war un dro.
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Lec’h labour : Beuzit-ar-C’hoadoù
Kevrat : Didermen
Deiziad kregiñ : Miz Even 2025
Gopr kregiñ : diouzh emglev Diwan diwar-benn gopr ar renerien eil derez
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369