Mervent
Ploneour-Lanwern (29)
Emañ MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne, o tuta ur c’henlabourer/ ur genlabourerez evit ur post-labour daou gefridi ennañ : pennkontouriezh ha mererezh melestradurel, gwazour melestradurezh ar c’hreizennoù stummañ
30/10/2024
Bro Kornog Kreiz-Breizh
Rostrenn (22)
Emañ Bro Kornog Kreiz-Breizh o tuta ur c'hargad/gargadez a gefridi sevenadur divyezhek. Digor d'an dud kevratet.
29/10/2024
Emglev Bro An Oriant
An Oriant (56)
Emañ Emglev Bro An Oriant o tuta ur skoazeller·ez liesvarrek divyezhek.
29/10/2024
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 19/11/2024 |
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherelaat BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.
Rener·ez al lise a zo e-karg eus mont en dro al lise war an tachennoù da heul :
-Pedagogiezh
-Buhez-skol
-Melestradur
-Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
-Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
-Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
-Sevel ha merañ ar budget.
-Bezañ e darempred gant Diwan, an Deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro.
-Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, an arnodennoù pe deskadurezh stad pe Diwan.
-Kenlabourat gant ar gevredigezh o verañ herberc’h al liseidi (bod ha boued).
-Labourat ingal gant ar benngasourien ha penngelenerien war ar raktres pedagogel ha desavadurel.
Doare den
-Live Bak + 4
-5 bloavezh skiant prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
-En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg, mestroniañ a rit an urzhiatear hag anavezout a reoc’h mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
-Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Titouroù all
Lec’h labour : Karaez
Kevrat : Didermen
Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
Deiziad kregiñ : An abretañ ar gwellañ
Gopr kregiñ : diazezet war ho indis deskadurezh stad
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Trugarez d’an dud a vefe dedenet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 06/12/2024.
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369