None

Renour/Renourez Kamp an hañv

Ti Douar Alre

Kiberen (56)

Lakaat e anv
Deiziad embann 16/01/2025
Deiziad evit lakaat e anv 06/06/2025
Deiziad kregiñ diouzhtu

Kamp vakañsoù e tachenn kamping ar Goviro, 56170 Kiberen. Kenvrat 7 deiz 3 zeiz aozadur hag un deiz ehan. Gober àr dro ar vugale 10e/deiz, aozadur 7e/deiz. Strollad 24 bugel etre 7 ha 11 vlez

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Sevel ur bare animatourion/rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 11 vlez.
- Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù àr vor gwelet mat) hervez ar penn linennoù pedagogel stur; soñjal ha sevel raktres an animasionoù; ren ha kas ar vuhez pemdeziek hag an oberezhioù lakaet;
- Daremprediñ ar familioù, ar vugale, ar bare animatourion/rezed hag an aozadur é kinnig ar c'hamp

Doare den

- BAFD klokaet gwelet mat-tre, stajiad get e stummadur
- unan bennak a izili ar bare a zleo bout ar breved-neuial
- brezhoneg mestroniet mat dre ret.

Titouroù war ar post

Gopr

groupe B - coef 280

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Leunamzer

Darempred

Ti Douar Alre

11 rue du Tanin

56330 Pluvigner

degemer@tidouaralre.com

0611250779