Ofis publik ar brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ha war tachenn an niverel ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer war ar stlenneg.
16/10/2024
Ofis publik ar brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer - den karget eus ar sistemoù kelaouiñ
04/07/2024
Ofis publik ar brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post atebeg·ez danvez.
28/03/2024
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 16/09/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 15/10/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/10/2024 |
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ha war tachenn an niverel ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer war ar stlenneg.
E diabarzh pol merañ an OPAB e ray an diorroer war ar stlenneg war-dro diorren binvioù stlenn yezhel nevez ha gwellaat an ostilhoù bet savet c’hoazh pe war ober (geriadurioù, diazoù roadennoù, savenn Desketa, porched media ha niverel...)
Teknologiezhioù implijet :
Python/Django
VueJS
TailwindCSS
Docker
Git (Github)
Barregezhioù war an naouegezh artifisiel degemeret mat :
- gourdonañ ar patromoù
- dispakañ patromoù er stlenngoumouleg
- gwellaat ar patromoù
BAC + 3
Live B2 e brezhoneg.
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Spered urzhiet, barregezh kenlabourat ha daremprediñ aes, kompren an ezhommoù, doujañ d’ar programm labour ha d’an termenoù, intrudu, rigorded, reoliegezh el labour
Implij er rummad A pe B
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Ofis publik ar brezhoneg
mathilde.nicolas@opab.bzh02 98 99 30 10