None

Stummer·ez war ar brezhoneg

Stumdi

Brest (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 21/06/2024
Deiziad evit lakaat e anv 01/07/2024
Deiziad kregiñ 02/09/2024

Emañ Stumdi o tuta ur stummer·ez a-benn miz Gwengolo 2024.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Aboae 27 bloaz emañ Stumdi o kinnig stummadurioù micherel dre soubidigezh. Klask a reomp ur stummer.ez ouzhpenn evit klokaat skipailh Penn-ar-Bed ! C’hoant ‘peus da gemer perzh er raktres-mañ ha labourat gant skipailh Stumdi, deuit da labourat ganeomp !

Kefridioù :
- Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
- Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
- Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
- Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.

Doare den

Dre ret :
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
- Implijout beñvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
- Aotre-bleniañ B

Degemeret mat :
- Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
- Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell

Doare den :
- En e vleud gant ur strollad tud deuet
- Entanet gant ar c’helenn da dud lieseurt
- Kaout c’hoant da labourat a-skipailh
- Prest d’en em stummañ ha da zeskiñ ar vicher war ar pemdez
- Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
- Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
- Intrudu ha mennozhioù nevez

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

Titouroù war ar post

Gopr

Emglev a-stroll ar stummañ : Pazenn 12

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Post diazezet e Brest (Brest Business School)
Kentelioù e Brest hag e lec’hioù all diouzh an ezhomm.
Kentelioù diouzh an deiz.

Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da : contact@stumdi.bzh a-raok al Lun 1añ a viz Gouere 2024.

Darempred

Stumdi

contact@stumdi.bzh