Skolaj Diwan Gwiseni
Gwiseni (29)
Emañ skolaj Diwan Gwiseni o tuta ur gasourez evit ar bloavezh-skol 2025/2026, evit ober war-dro ar skolajidi er skolaj hag er c'houskva.
04/09/2025
Ti-kêr Karaez
Karaez-Plougêr (29)
Emañ ti-kêr Karaez o tuta ur gwazour/wazourez ar skolioù-mamm ha buheziñ troskol a-benn ar 01/10/2025, en hentad divyezhek skol Kerwenn.
03/09/2025
AEP Skol Diwan Tregon
Tregon (29)
Emañ AEP skol Diwan Tregon o tuta ur GWAASM a-benn an 27/08 evit ur miz.
22/08/2025
Landerne (29)
Deiziad embann | 10/07/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 22/08/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
O tuta un den emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit sikour kempenn ar greizenn dudi e brezhoneg « Ti al Lamponed » d’ar merc’her hag e-pad ar vakansoù-skol.
• Bezañ gouest da lakaat e pleustr reizhennoù kempenn salioù ar greizenn dudi « Ti al Lamponed ».
• Kemer perzh e skoazell ha gwareziñ ar vugale e-pad ar predoù.
• Kemer perzh e skoazell ar vugale evit o tihuniñ e fin ar c’housk.
• Bezañ strizh evit heuliañ reizhennoù kempenn ar salioù hag an dafar.
• Bezañ gouest da sikour skipailh buheziñ ar greizenn dudi evit ober war-dro ar vugale hervez o oad hag o ezhommoù e-pad prantadoù resis.
• Kalite goulennet a zo strizhded, emren, intrudu, energiezh, bezañ digor, kaout perzhioù daremprediñ, pasianted, evezhiek.
• Brezhoneg komzet
CC ECLAT - groupe A - coeff 257
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel
Labour :
- pep merc’her (e-pad ar prantadoù-skol)
- bemdez e-pad ar vakañsoù-skol (10 devez/vakañs Hollsent, C'hwevrer, Ebrel, Gouere ha 5 devez e Eost)
Kevrat : CDI 5eur/deiz – tost 400eur/bloaz
Ti Ar Vro Landerne Daoulaz
1 rue du Docteur Pouliquen
29800 Landerneau
tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com0633627515