KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)
Kastellin
KEAV a zo ur c'hamp evit an dud-gour dre soubidigezh. Heuliañ a reont kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg war deiz. Evit-se e vez digoret ur greizenn-dudi war al lec'h evit ober war-dro o bugale. O klask war-lerc'h ur buhezour pe buhezourez emaomp neuze eus ar 13/07 d'an 20/07. 30 bugel etre 6 ha 15 vloaz.
25/04/2025
KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)
Kastellin
KEAV a zo ur c'hamp evit an dud-gour dre soubidigezh. Heuliañ a reont kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg war deiz. Evit-se e vez digoret ur greizenn-dudi war al lec'h evit ober war-dro o bugale. O klask war-lerc'h ur rener pe renerez emaomp neuze eus an 13/07 d'an 19/07. 30 bugel etre 6 ha 15 vloaz.
16/04/2025
K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez
Séjours itinérants à vélo sur la voie verte : Huelgoat - Concarneau & Concarneau - Roscoff
Kampoù vakañsoù war velo war an hent glas. * Etre ar sul 6 hag ar sadorn 12 a viz Gouere 2025 etre An Uhelgoad ha Konk- Kerne : bugale etre 8 ha 10 vloaz. * Etre ar sul 13 hag ar sadorn 19 a viz Gouere 2025 etre Konk-Kerne ha Rosko : bugale etre 11 ha 14 vloaz.
08/04/2025
Kastellin
Deiziad embann | 25/04/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 01/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 06/07/2025 |
KEAV a zo ur c'hamp evit an dud-gour dre soubidigezh. Heuliañ a reont kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg war deiz. Evit-se e vez digoret ur greizenn-dudi war al lec'h evit ober war-dro o bugale. O klask war-lerc'h ur buhezour pe buhezourez emaomp neuze eus ar 06/07 d'an 12/07. 30 bugel etre 6 ha 15 vloaz.
Kenlabourat gant ar skipailh buheziñ evit :
- Aozañ buhez pemdez ar greizenn-dudi.
- Degemer ar vugale
- Aozañ abadennoù dudi evit an holl vugale
- Asuriñ surentez fizikel hag afektivel ar vugale
- Ober al liamm gant tud ar vugale
Startijenn, ijin, youl ha fent a vo degemeret mat !
DABU klok pe diplom kevatal.
Skiant-prenet war ar buheziñ
Brezhoneger.ez ampart (C1)
350€ net (CEE)
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Bod ha boued a vo war al lec'h.
Ur greizenn-dudi eo (8e30 - 5e) gant 2 nozvezh kampiñ e-pad ar sizhun (chom da gousket e teltennoù).
Ouzhpenn ar greizenn-dudi e vo posubl profitañ eus abadennoù KEAV da noz : c'hoariva, kan, prezegennoù, kaozeadennoù...
Bod a vo er savadur e kambreier 4 ha boued (lein, merenn, adverenn, koan)
KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien)
22 hent Mouliouen
29000 KEMPER
kd@keav.bzh