Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Post gwazour·ez liesvarrek

AEP skol Diwan Landerne

Landerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 30/06/2025
Deiziad kregiñ 25/08/2025

Emañ skol Diwan Landerne o klask ur gwazour liesvarrek. Labour : eveshaat war ar porzh-skol, sikour ouzh an diwallerezh, kempenn an ti-skol. Aotrouniezh ha madelezh ; evezhiegezh ha kelaouiñ ar gelennerien ; labour a-stroll.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Kargoù pennañ :
– Eveshaat ar porzh-skol
– Sikour ouzh an diwallerezh d’an abardaez
– Kempenn an ti-skol, hag a-wechoù e-pad ar vakañsoù skol

Lusket-mat e vez an devezhioù labour ha liesseurt a-walc’h al labour. Pa vez labouret gant bugale yaouank, e ranker en em ober outo dibaouez.

Doare den

Ar perzhioù a glasker :
– Madelezh ouzh ar vugale, gouzout mont outo dre vrav pe dre greñv
– Barrek da gaout darempred gant ar vugale hag o zud, en ur ziskouez doujañs outo.
– Bezañ avizet ha gouest da gomz gant ar gelennerien pa vez diaesterioù
– Gouzout en em aozañ hag en em ober ouzh cheñchamantoù an devezh
– Gouzout labourat gant ar re all
– Interest evit yezh ha sevenadur Breizh

Titouroù war ar post

Gopr

Smic horaire

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps partiel

Evezhiadenn

Eurvezhioù labour : 7e30-10e30 ha 16e15-18e30 da lun, meurzh, yaou ha gwener.
Labour e-pad ar sizhunvezhioù skol dreist-holl, gant un nebeud devezhioù e-pad ar vakañsoù skol.

Darempred

AEP skol Diwan Landerne

Allée de tremaria

29800 Landerneau

christine.langlet69@gmail.com

06.62.70.45.31