Rener·ez skol kentañ derez (Orvez - 44)

Diwan

Orvez

Lakaat e anv
Deiziad embann 07/03/2025

Da geñver raktres digoradur ur skol e Orvez (44) emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.

Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.

Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.

Doare den

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ

Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)

5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.

Digor eo ar post-mañ d’an emstrivadurioù en diavez eus Diwan, d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS ».

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Resiset eo en notenn-mañ peseurt doareoù enfredañ a vo kinniget deoc’h hervez ho tegouezh : https://www.diwan.bzh/documents/798

Darempred

Diwan

Z.A sant-Ernel

29800 Landerne

tuta@diwan.bzh

0298213369