Ti-kêr Montroulez
Morlaix
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur buhezour·ez evit an hañv er greizenn dudi "la ferme des enfants".
24/03/2025
Ti-kêr Montroulez
Morlaix
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur buhezour·ez war ar sport evit ar greizenn dudi "ticket sport".
24/03/2025
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
Landerne-Daoulaz
Emañ Ti ar Vro Landerne-Daoulaz o tuta ur buhezour·ez divyezhek evit ur greizenn dudi e brezhoneg, adalek ar 14 betek an 18 a viz Ebrel 2025.
24/03/2025
Brasparzh (29)
Deiziad embann | 18/02/2025 |
Deiziad kregiñ | 25/07/2025 |
Emañ Ti Menez Are o klask buhezourien evit kampoù vakansoù natur. Unan a vo e fin miz Gouere (20-25/07) hag unan e fin miz Eost (24-29/08). 36 bugel a vo d'ar muiañ, etre 6 ha 12 vloaz.
Ret e vo ober war dro ar vugale evit ar vuhez pemdeziek ha kemer e karg prantadoù buheziñ evel just. Er programm : krapat er gwez, kayak, baleadennoù, c'hoarioù bras, sevel kabanennoù ...
Titlet (DABU, DARE, BPJEPS, BTS GPN). Skiant prenet war dachenn ar buheziñ. Bezañ dedennet gant an natur. Tud gant intrudu, startijenn, ha youl. Gortozet eo ur CV hag ul lizer.
Kevrad CEE - 65€/devezh
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Stajidi degemeret
Ti Menez Are
Clémentine Mignot
clementine.mignot@timenezare.bzh06.01.64.68.70