Implijiad.ez liesvarrek e servijoù en ostaleri hag e preti

Ti menez Are

Brasparzh (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 04/02/2025
Deiziad evit lakaat e anv 15/03/2025
Deiziad kregiñ 10/03/2025

Ur CDD vo kinniget da gentañ adalek d’an 10 a viz meurzh 2025. Kenlabourat gant an implijidi all. Eurvezhioù ha sizhunvezhioù kemm-digemm ha labour pe en devezh pe en abardaezh Posubl ‘vo bezañ lojet er gambr e Ti menez Are

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Labourat war ar servijoù, er preti, kempenn an ti hag ar c’hambreier, skotaj. Degemer tud a bep seurt (bugale, tud deuet ha tud nammet a-wechoù) o vakañsiñ, o festiñ pe o labourat e Ti menez Are pe e galleg pe e brezhoneg.

Doare den

Stummadur war ar vicher pe skiant-prenet ‘vefe gwelloc’h. Poentoù ouzhpenn hervez ar skiant-prenet + 10 poent evit ur brezhoneger.ez (12,91 € / eurvezh d’an nebeutañ).
Labour aozet hag efedus; doujañ d’ar reolennoù yec’hederezh ha naetadurezh; labour a-stroll en un endro plijus, trouzus a-wechoù. Bezañ en e aes gant imor dereat hag ingal gant ar re all. Blaz ha youl da wellat an traoù gant ar re all. Etablissement écolabel européen.

Titouroù war ar post

Gopr

12,83 € brut dre eurvezh (265 + 8 pt CCN ECLAT) - Amzer-labour 70% mini

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Padelezh labour 70% d’an nebeutañ hervez barregezhioù hag ar c’hefridi kadarneet.
Gopr kreñvet ma 'oc'h gant skiant-prenet war ar vicher dija.
Mont e darempred araok d’an 15/02 ma ‘vo posubl, gant Stéphane MERRER stephane.merrer@timenezare.bzh
0298814750 / 0679349534
Deuit e darempred dre bellgomz pe kasit dre bostel ho lizher d’en em kinnig mui ho CV.

Darempred

Ti menez Are

145, Garzuel

29190 BRASPARTS

stephane.merrer@timenezare.bzh

0679349534