Hentoù ar glad e Penn-ar-Bed
Sant-Wazeg (29)
Emañ Hentoù ar glad e Penn-ar-Bed o tuta evit kastell Trevare un hanterour·ez sevenadurel / gwazour·ez degemer adalek an 22/04 betek an 02/11/2025.
25/03/2025
An Oriant tolpad-kêrioù
An Oriant (56)
Emañ An Oriant tolpad-kêrioù o tuta ur stajiad·ez evit ur staj digollet etre 4 ha 5 miz.
26/02/2025
Park natur rannvroel Arvorig
Hañveg (29)
Emañ Park natur rannvroel Arvorig o tuta ur gwazour / wazourez degemer evit Domani Menez Meur, a-benn ar 1añ a viz Ebrel.
16/01/2025
Brasparzh (29)
Deiziad embann | 04/02/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 15/03/2025 |
Deiziad kregiñ | 10/03/2025 |
Ur CDD vo kinniget da gentañ adalek d’an 10 a viz meurzh 2025. Kenlabourat gant an implijidi all. Eurvezhioù ha sizhunvezhioù kemm-digemm ha labour pe en devezh pe en abardaezh Posubl ‘vo bezañ lojet er gambr e Ti menez Are
Labourat war ar servijoù, er preti, kempenn an ti hag ar c’hambreier, skotaj. Degemer tud a bep seurt (bugale, tud deuet ha tud nammet a-wechoù) o vakañsiñ, o festiñ pe o labourat e Ti menez Are pe e galleg pe e brezhoneg.
Stummadur war ar vicher pe skiant-prenet ‘vefe gwelloc’h. Poentoù ouzhpenn hervez ar skiant-prenet + 10 poent evit ur brezhoneger.ez (12,91 € / eurvezh d’an nebeutañ).
Labour aozet hag efedus; doujañ d’ar reolennoù yec’hederezh ha naetadurezh; labour a-stroll en un endro plijus, trouzus a-wechoù. Bezañ en e aes gant imor dereat hag ingal gant ar re all. Blaz ha youl da wellat an traoù gant ar re all. Etablissement écolabel européen.
12,83 € brut dre eurvezh (265 + 8 pt CCN ECLAT) - Amzer-labour 70% mini
Kevrat termenet he fad
Darnamzer
Padelezh labour 70% d’an nebeutañ hervez barregezhioù hag ar c’hefridi kadarneet.
Gopr kreñvet ma 'oc'h gant skiant-prenet war ar vicher dija.
Mont e darempred araok d’an 15/02 ma ‘vo posubl, gant Stéphane MERRER stephane.merrer@timenezare.bzh
0298814750 / 0679349534
Deuit e darempred dre bellgomz pe kasit dre bostel ho lizher d’en em kinnig mui ho CV.
Ti Menez Are
145, Garzuel
29190 BRASPARTS
stephane.merrer@timenezare.bzh0679349534