Kleweled
Kleweled
Luskerien skingomz pe skinwel, kazetennerien, ijinourien son, tud karget eus ar produiñ, merourien, sternerien, frammerien, goulawourien, teknikourien, luc'hskeudennerien, senariourien 2M ha 3M, komedianed, advouezherien... Pinvidik eo gweledva kleweled Breizh. Evel-se ez eo micherioù ar c'hleweled unan eus an tachennoù pennañ evit skignañ ar brezhoneg anezhañ war ar pemdez. Se zo kaoz ez eus ezhomm tud a vicher divyezhek.