Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dibabet eo bet ar re anvet evit ar Prizioù 2020

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 24/01/2020

En Oriant e oa bet bodet juri Prizioù dazont ar brezhoneg d’ar Sadorn 18 a viz Genver 2020

Gant Frañs e 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vez kenaozet ar Prizioù. Lakaat a reont war wel war un dro ar gwellañ krouidigezhioù brezhonek hag an dud a ra an traoù lañsusañ evit diorren ar yezh er vro.

Bep bloaz e vez roet Prizioù an dazont da dud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù o deus degaset nevezentioù e brezhoneg.

Ar re anvet e 2020 :

Rummad kevredigezh

Keit vimp bev. Evit bezañ krouet ur gazetenn nevez « Toutouig » evit ar vugale betek 3 bloaz. Talvoudus e vo evit an tadoù hag ar mammoù a zesk pe a oar brezhoneg, an dud a labour er magourioù hag el lec’hioù liesdegemer.

Mignoned ar brezhoneg. Evit bezañ savet al lec’hienn hag an arload STAL.bzh a ginnig kenwerzhourien ha frammoù a ra gant ar brezhoneg.

Gouel Kan ar vartoloded. Evit bezañ lakaet ar brezhoneg e kreizik-kreiz ar c'hehentiñ er gouel.

Rummad levr faltazi

« Beuzet diwar ar pont bras…ha danevelloù all », danevelloù gant Yann-Fulub Dupuy (Emb. An Alarc’h Embannadurioù).

« Lucio e-kreiz K », romant gant Annie Coz (Emb. Al Liamm).

« Chchumuchu », romant gant Erwan Hupel (Emb. Al Liamm).

Rummad strollegezh

Ti-kêr Henbont. Evit bezañ diorroet kinnig ar c'helenn divyezhek en e skolioù ha bezañ savet ar c’hoari « C’hoari mar plij » da reiñ un tañva d’ar brezhoneg d’an dud ha .

Ti-kêr Kemper. Evit bezañ harpet ar goulenn degemer an tilde war an « n » en anvioù brezhonek ha meur a oberoù all evit diorren implij ar yezh e Kemper.

Kemperle Kumuniezh. Evit he folitikerezh yezh er Gumuniezh ha krouet ur bodad da gas al labour da benn.

Rummad kleweled

«Yann-Fañch kemener, tremen en ur ganañ », teulfilm gant Ronan Hirrien.

« Skiantoù sichant », heuliad diwar-benn ar skiantoù gant Julien Posnic ha Pierre-Yves Le Du.

« Tro Baz Alan Abgrall », teulfilm gant Sébastien Le Guillou.

Rummad embregerezh

Biocoop Douar nevez Karaez. Evit bezañ staliet ur panellerezh divyezhek penn-da-benn.

Scop Roudour. Evit bezañ krouet ur stummadur nevez anvet « Ambroug » ma c’heller deskiñ brezhoneg a-bell dre ar genrouedad.

UJAP Kemper. Evit bezañ diorroet ar brezhoneg er sportoù : krogadoù displeget, kenlabour gant Diwan, geriaoueg skignet.

Rummad pladenn kanet e brezhoneg

« Eben », Eben (Coop Breizh).

« Dindan dilhad dindan », gant Quartet Talec-Noguet (Coop Breizh).

« Ebel elektrik », Ebel elektrik (emproduet).

Rummad brezhoneger ar bloaz

Roderig Halleguen. Evit bezañ krouet abadennoù fent e brezhoneg war ar genrouedad.

Solena Raynaudon. Ergoterapeutourez a ginnig stalioù-memor e brezhoneg.

Perynn Bleunven. Ur ganerez, aktourez, sevenerez a implij ar brezhoneg e kement oberenn a sav.

D'ar Gwener 13 a viz Meurzh e vo dalc’het lid Prizioù dazont ar brezhoneg e Fouenant. Skignet e vo war-eeun e lec’hienn France 3 Breizh hag an deiz war-lerc’h war ar skinwel.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob