Ville de Plouguerneau
Plouguerneau (29)
La Ville de Plouguerneau recrute un·e régisseur·se de spectacles et d'événementiels / chef·fe de service adjoint espace culturel Armorica bilingue.
01/10/2024
Ville de Plouguerneau
Plouguerneau (29)
La Ville de Plouguerneau recrute un·e chef·fe de service espaces verts et propreté urbaine, adjoint au directeur des Services techniques. Poste ouvert aux contractuels.
19/09/2024
Diwan Breizh
Vannes (56)
Diwan Breizh recrute un·e secrétaire pour le collège-lycée de Vannes, de décembre 2024 à juillet 2025
17/09/2024
Brest (29)
Date de publication | 27/05/2024 |
Poste à pourvoir le | dès que possible |
Sked recrute un·e secrétaire bilingue.
Merouriezh-Sekretourva :
* Ober war dro al lizhiri dre an ti-post, elektronek ( enrollañ, heuliañ, kas….)
* Degemer an dud o taremprediñ SKED, pe e Sked pe dre bellgomz ha reiñ titouroù dezho.
* Renkañ, diellañ, merañ al lec’h.
* Krouiñ hag heuliañ teuliadoù melestradurel.
* Kemer perzh evit sevel teuliadoù goulenn yalc’hadoù publik pe prevez ha labourat gant an den e karg eus ar raktres; Prientiñ teuliadoù meslestradurel (rakskrivañ, luc’heilañ, kas…)
* Skrivañ rentaoù kont emvodoù. Skoazellañ evit an enskrivadurioù hag heuliañ paemantoù ar c’hentelioù. :
* Heuliañ an enskrivadurioù, bezañs er c’hentelioù.
* Heuliañ skodennoù ha paemantoù an deskidi .
* Heuliañ eurioù ar gelennerien e diavez SKED.
* Prientiñ dielloù melestradurel stag ouzh ar stummadurioù.
Kontouriezh- merouriezh :
* Enrollañ ha treuzkas titouroù ar gontouriezh d’ar stal kontouriezh( fakturennoù, dielloù kontouriezh a bep seurt)
* Diellañ dre baper pe urzhiataer an holl dielloù kontouriezh pe melestradurezh.
* Treuzkas an titouroù sokial d’ar stal kontouriezh ( Roadennoù war ar goproù, an holl dielloù o tont eus embregerezhioù sokial)
* Krouiñ rakprizioù, fakturenniñ hag heuliañ oberiantizioù SKED.
* Heuliañ paemantoù dre chekenn, gwenneien pe kartennoù
* Merañ urzhioù-prenañ dafar.
* Merañ feurmiñ pe prestiñ dafar pe levrioù SKED.
Kefridi hollek ha buhez ar gevredigezh:
* Heuliañ emezelladurioù, enrollañ e-barzh ur fichennaoueg .
* Skrivañ ha kas pedadennoù emvodoù ar gevredigezh gant asant ar burev.
* Adlenn ha difaziañ an dielloù kehentiñ (flyers, teuliadoù kinnig, pennadoù er gazetennoù, adneveziñ al lec’hienn internet…).
* Merañ gant ar genurzhierez keheñtiñ hollek ar gevredigezh.
* Bezañ aozet, strizhded, kaout intrudu.
* Gouzout merañ e amzer, urzhiañ e labour dre briorelezhioù.
* Anavezout ar verouriezh / gontouriezh.
* Gouzout skrivañ testennoù.
* Live mat evit ar reizhskrivañ.
* Asantiñ cheñch eurioù labour ur wech an amzer.
* Diorren ha kaout darempredoù mat gant an dud ( e Sked pe dre bellgomz)
* Oustilhoù ar burev : taolenner, poellad skrivañ , rouedad internet dre vras
* Anavezout mont en-dro ur gevredigezh
* Bezañ gouest da labourat gant ur skipailh
* Mestroniañ ar brezhoneg
1801.57€ brut
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Lec’h labour : Brest (labour etre daou lec’h : SKED ha JIBIDI)
Stumm kevrat : Kevrad termenet 12 miz
Padelezh : 35e/sizhun
Kenemglev/kenefeder : Kenem
Sked
degemer@sked.bzh02 98 80 26 71