Il est désormais possible de déposer une demande d'emploi sur Brezhoneg.bzh :
None

Codirecteur·rice

Diwan Breizh

Landerneau (29)

Postuler
Date de publication 26/05/2025
Date limite de candidature 09/06/2025
Poste à pourvoir le dès que possible

Dans le cadre de la réorganisation de sa direction, Diwan recrute un·e codirecteur·rice bilingue dès que possible.

Description du poste

Missions

Evel den-dave ar burev hag ar c’huzul-merañ e kemeroc’h perzh e sevel ar raktresoù hag an hentadurioù evit frammañ ha diorenn ar gevredigezh.

Asambles gant ho keneil e kasoc’h da benn un toullad sujedoù liesseurt a-drugarez d’ho parregezhioù da rakwelet an ezhommoù, da studiañ an traoù, da gavout diskoulmoù pleustrek hag efedus.

O vezañ al liamm etre dilennidi ha gopridi·adezed ar gevredigezh emaoc’h e-karg da briziañ ha lakaat e pleustr asambles gant an dud e karg, gopret pe a-youl-vat, an hentadurioù bet termenet.

Staliet e voc’h e Landerne hag e kasoc’h war-raok buhez ar sez, asambles gant ho keneil, lec’h m’emañ ar servijoù pedagogel (kentañ hag eil derez), ar servijoù kontouriezh ha merañ ar c’hoskor hag ar pol “buhez ar gevredigezh”, diorren ha kehentiñ.

Gellet a rafec’h ivez dileuriañ ar gevredigezh war danvezioù teknikel pe politikel (dilennidi0·adezed, rektorelezh, kevredigezhioù all…)

Profil

Kalzig skiant-prenet ho peus war ren ur skipailh, buheziñ ur rouedad ha gouarnerezh ur gevredigezh. Mestroniañ a rit dalc’hoù an Deskadurezh-Stad, an deskadurezh-pobl ha bed ar c’hevredigezhioù.

Ur gen-renerezh a zo un doare arbennik da verañ ur framm : kehentiñ treuzwelus, un aozadur rannet, un dasparzh sklaer eus ar c’hefridioù ha fiziañs an eil gant egile/eben. Gouzout a rit sevel ur sell boutin ha divizout o sevel asambles.

Gouest oc’h da gehentiñ ha barrek kement dre gomz ha dre skrid e brezhoneg (live C1 an DBY) hag e galleg. Barregezhioù solut ho peus war ar merañ ha studiañ an arc’hant ha gouest oc’h da gas da benn ur budjed evit ma vo kempouez.

Efedus oc’h en ho toare da aozañ al labour, gouest oc’h da dermeniñ ar bpriorelezhioù ha da gas da benn meur a sujed war ar memes tro.

Détails du poste

Salaire

Etre 40 ha 45 000 € kriz/bloaz

Type de contrat

Contrat à durée déterminée

Temps de travail

Temps complet

Commentaire

Post e Landerne
CDD 1 bloaz
Kevelerioù : Mutuel, difenadur, 6 sizhunvezh a vakañsoù paeet
Ma'z oc’h dedennet gant ar post-mañ, kasit ho CV hag ul lizher da :
tuta@diwan.bzh betek an 9 a viz Even d’an diwezhatañ

Contact

Diwan Breizh

tuta@diwan.bzh