Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus "mégabassine" war tachenn al labour-douar hag an endro ?
Petra ober eus "justice restaurative" (pe "justice restauratrice, justice réparatrice") war tachenn ar gwir ?
Petra ober eus "polluant éternel" ("forever chemical" e saozneg) war tachenn an endro ?