Ur yezh indezeuropek eo ar brezhoneg. Komzet e vez ouzhpenn 1500 vloaz zo. Ur yezh keltiek na vez kavet nemet e Breizh eo, hag ar c'hoshañ roudoù skrivet anezhi zo eus ar 6vet kantved. War-dro 225.000 a dud a gomz brezhoneg hiziv an deiz.
Kustum eo ar yezhoniourien da renkañ ar yezhoù keltiek e 2 strollad.
E strollad ar gouezeleg emañ an iwerzhoneg, ar skoseg hag ar manaveg (a vez komzet en Enez-Vanav). Ar brezhoneg zo e strollad ar predeneg, gant ar c'hembraeg (Kembre) hag ar c'herneveureg (Kerne-Veur).
Evel ar yezhoù keltiek all a zo anezho hiziv an deiz eo deuet ar brezhoneg, pa seller ouzh an Istor, eus an inizi saoz ha kelt. Kar eo ivez d'ar galianeg a zo ur yezh varv goude ma veze komzet e penn kentañ an amzervezh kristen en ul lodenn vras eus Europa ar C'hornôg (Belgia, Frañs, Suis, Norzh Italia a vremañ).
Un destenn 4 fajenn dezhi eo ar skrid brezhonek kentañ, a reer levr Leiden anezhañ, a zo ul levr medisinerezh eus fin an 8vet en henvrezhoneg hag e latin. Setu m'eo koshoc'h ar skrid brezhonek-se eget ar skrid gallek kentañ, Le Strasbourg, a zo eus ar bloaz 842. Mont a ra mare an henvrezhoneg eus ar 5vet betek an 11vet kantved.
Eus mare ar c'hrennvrezhoneg (12vet-17vet kantved) ez eus chomet kalz testennoù, dreist-holl adalek ar 15vet kantved, anezho « misterioù » dreist-holl hag a oa pezhioù-c'hoari enno gwerzennoù kemplezh o c'hlotennoù diabarzh. Kavet e vez an doare gwerzaouiñ-se e kembraeg ivez.
E 1464 e voe embannet ar C'hatolicon, anezhañ ar c'hentañ geriadur teiryezhek brezhoneg-galleg-latin. Hag eñ ar c'hentañ geriadur brezhonek ez eo ivez, war un dro, ar c'hentañ geriadur gallek.
Sellet e vez an 18vet hag an 19vet kantved evel ur maread etre, ma voe savet skridoù relijiel e-leizh. En 18vet kantved e voe embannet ivez 4 geriadur a bouez, hini Gregor Rostrenenn en o zouez. Dont a reas geriadur ar Gonideg er-maez e 1821. Nebeud amzer goude, e 1839, e voe embannet Barzhaz Breizh a lakaer alies da oberenn gentañ al lennegezh vodern.
E lodenn gentañ an 20vet kantved e voe pouezus-kenañ al labour kodifiañ abalamour da reiñ e blas d'ar brezhoneg en-dro. E 1931 e lakaas Frañsez Vallée embann e c'heriadur a zo ul levr dave en deiz a hiziv bepred. Roparz Hemon a roas lañs e 1925 d'ar gelaouenn lennegel vrezhonek Gwalarn a labouras kalz evit digeriñ ar brezhoneg war ar bed dre an troidigezhioù, ar pezh ne veze ket graet betek-henn.
Delc'her a reas an embann e brezhoneg da vont war liesaat en eil lodenn an 20vet kantved betek hiziv an deiz. Evit a sell ouzh ar c'heriadurezh, e 1992 ec'h embannas Francis Favereau Geriadur ar brezhoneg a vremañ. An ti-embann An Here a lakaas an 2 c'heriadur brezhonek unyezhek kentañ da zont er-maez e 1995 hag e 2002, dindan renerezh Martial Ménard. Muioc'h-mui e vez implijet ar brezhoneg evit komz eus tachennoù nevez, diwar se ez eus bet roet lañs da galz a labourioù termenadurezh : Preder, Bodadoù Geriaouiñ an eil derez (Diwan), TermBret. Hiziv an deiz e vez embannet war un dro krouidigezhioù nevez e brezhoneg ha troidigezhioù ha klasket e vez kinnig muioc'h-mui a zanvez d'al lennerien yaouank.
Evel an holl yezhoù bev en deus dalc'het ar brezhoneg d'emdreiñ a-hed an Istor, hag ober a ra bepred. Kustum eur d'e rannañ etre meur a rannyezh hag a glot tamm-pe-damm gant an eskoptioù kozh (Kerne, Treger, leon, Gwened). E gwirionez e vefe reishoc'h komz eus strollad ar c'hornôg ennañ rannyezhoù Kerne, Leon ha Treger, hag eus strollad ar reter a reer gwenedeg anezhañ.
N'eo ket ken bras-se an diforc'hioù ha sellet a reont dreist-holl ouzh an taol-mouezh hag an distagadur. N'eus ket nemeur a ziforc'hioù a-fet geriaoueg ha yezhadur. Peurvuiañ e c'haller kompren mat an eil egile, ha hep tamm diaezamant ebet zoken evit an dud a oar lenn ha skrivañ. Abalamour m'eo digresket kalz niver ar vrezhonegerien hengounel (ne vez ket desket ar yezh er familhoù ken, koulz lavaret) ha da-heul ar cheñchamantoù bras war an tachennoù sokioarmerzhel degouezhet en eil lodenn an XXvet kantved emañ ar rannyezhoù en arvar da vat.
Daoust m'eo bet an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien, e-pad pell, tud ha ne ouient ket lenn na skrivañ o yezh, eo dav merzout memes tra n'eus ket bet paouezet biskoazh a skrivañ brezhoneg nag a implijout anezhañ evit ezteuler soñjoù, koulz dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo bet ar brezhoneg modern gant yezhadurourien ha geriadurourien, da gentañ adalek ar XVIIvet kantved (an Tad Maner) hag an XVIIIvet kantved (Gregor Rostrenenn) ha dreist-holl en XIXvet hag XXvet kantved, gant luskad Gwalarn pergen (1925) a roas lañs da vat d'al lennegezh vodern e brezhoneg.
Labouret ez eus bet kalz war an dermenadurezh, evel-se ez eus bet degaset, tamm-ha-tamm, binvioù a oa ezhomm anezho abalamour d'ar brezhoneg da vont diouzh ar gevredigezh a vremañ. A-nebeudoù, gant sikour an holl o deus strivet aze, ez eus bet diazezet ur yezh skoueriekaet evit gallout en em dennañ e kement degouezh a vefe hag evit bezañ gouest da vont diouzh emdroadur an teknologiezhioù er bed a vremañ. Ofis Publik ar Brezhoneg a gemer perzh el labour-se gant e greizenn dermenadurezh TermBret.