Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle a zigor un hent

Web gwelet en he brasañ

Divyezhegezh 10/06/2015

Evit ar wech kentañ e Breizh : ar MAG 16 e brezhoneg.

Magazin Kumubrok a zo kinniget brav-kenañ, savet mat, e liv. Ur gwir gelaouenn eo, 32 bajenn o vont d’ober anezhi. Enni e vez kavet keleier eus ar Gumuniezh, hag ivez pennadoù a bep seurt diwar-benn ar pezh a zo da zizoleiñ er c’horn-bro, diwar-benn al liorzhañ, ar c’heginañ...

Diwar goulenn an dilennidi ez eus moaien da lenn ar magazin e brezhoneg penn-da-benn e lec’hienn ar Gumuniezh. Evit ar wech kentañ, ur strollegezh lec'hel a ziviz kinnig ar memes live servijoù, ha kelaouiñ, d'ar vrezhonegerien ha d'ar c'hallegerien.

Un ober dibar kaset da benn gant Kumubrok eo hag ur pezh labour evit Pol Yezh an Ofis Publik en deus troet ar gelaouenn. Kenderc’hel a raio d”en ober rak en dazont e vo lakaet bep tro e brezhoneg ha gallout a raio an dud lenn an doare brezhonek e lec’hienn ar Gumuniezh bewech ma vo embannet. Ul labour war hir amzer.

Ar wech kentañ eo e Breizh e vez kaset da benn ul labour ken pouezus gant ur Gumuniezh-kumunioù. Servijout a raio d’ar re a zo o chom er Gumuniezh met ivez d’ar re a fell dezho kavout keleier diwar he fenn.

Ouzhpenn-se e c’hallo ar vrezhonegerien lenn pennadoù a-feson war tachennoù disheñvel-tre. Ur benveg pedagogel pouezus e vo evit ar gelennerien, ar stummerien hag an deskidi.

Da lenn ar MAG 16 e brezhoneg, klikit amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

2 evezhiadenn

An evezhiadennoù2

  • Roger d'an 11/06/15 e 16h50
    Gourc'hemennoù
  • Bemdez e zeskan d'an 10/06/15 e 21h55
    Dreist ! Lenn a rin ar magazin-se, ne vern ma n'emaon ket o chom e Kumubrok. Gwarizius on ! Gourc'hemennoù Bemdez e zeskan