Trist eo an holl dud tomm d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh abalamour da geloù marv Jean-Yves Cozan. Bez' e oa e-touez an dilennidi gentañ o doa tapet divizoù sklaer, pleustrek ha frouezhus evit suraat dazont ar brezhoneg. Rouedad Diwan he deus gallet kontañ war e harp, da skouer, pa oa ar skolioù brezhonek kentañ o c’henel. Komprenet en doa ivez pegen pouezus e oa kaout ur framm dave evit ar politikerezh yezh hag evit se en deus kaset war-raok krouidigezh Ofis ar Brezhoneg p’eo bet dilennet e rannvro Breizh. Gantañ ivez e oa deuet ar soñj da reiñ ur statud publik d’an Ofis ha kaout ur gwir velestradurezh gouestlet d’ar yezh evit ar wech kentañ en istor ar brezhoneg.
An holl a anaveze e spered lemm, penaos e oa gouest da dapout an divizoù mat pa oa taolioù bec’h, chañs am eus bet evel prezidantez Ofis ar brezhoneg da anavezout an den ivez hag un devezh gwall zu eo hiziv pa ouzon ne glevin ket anezhañ ken o kennerzhiñ an holl. Spiswel eo bet Jean-Yves Cozan p'en deus harpet ha lakaet krouiñ frammoù solut a bado pell en amzer, pelloc'h egetañ, evit kenderc'hel da gas an erv da benn vat. Diskouezet en deus evel-se barregezh un dilennad meur.
Lena LOUARN
Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg
Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh
An evezhiadennoù0