Kustum e vezer bremañ da gavout ur pennad-stur brezhonek pe ur pennad bennak all e brezhoneg e kannadigoù ar c’humunioù hag ar c’humuniezhoù-kumunioù.
Kalz pelloc’h ez eo aet Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle avat, p’eo un doare brezhonek da vat eus he magazin a vez lakaet enlinenn ganti. An eil niverenn a c’haller lenn e lec’hienn ar gumuniezh-kumunioù.
Tennañ a ra ar pennadoù d’ar 16 kumun a ya d’ober ar gumuniezh met gant plijadur e c’hallo bezañ lennet ul lodenn vat eus ar pennadoù gant n’eus forzh peseurt brezhoneger.
Evit mont da lenn ar Mag 16 nevez en e zoare brezhonek, klikañ amañ.
An evezhiadennoù0