Lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kêr an Alre a zo bet dalc’het d’ar Yaou 19 a viz Mae 2016 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg hag an ao. Joseph Rochelle, eilmaer.
Divizet ez eus bet gant ar c’huzul-kêr kas 6 ober da benn dindan 3 bloaz : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; kinnig pedadennoù en div yezh da-geñver abadennoù sevenadurel ; pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr ; kemennadenn divyezhek war responter an ti-kêr ; sikour diorren ar c’helenn divyezhek ha niveriñ ar vrezhonegerien war dakad ar gumun.
An evezhiadennoù0