9 lec’h nevez zo bet digoret er publik, 8 anezho en Akademiezh Roazhon : 3 en Il-ha-Gwilen (Gwern-ar-Sec’h, Roazhon, ha Moñforzh), 2 er Mor-Bihan (Begnen ha Paolieg), 2 en Aodoù-an-Arvor (Larruen ha Plerin), 1 e Penn-ar-Bed (ar Roc’h-Morvan). Ul lec'h nevez zo bet digoret en Akademiezh Naoned ivez, e Sant-Ervlan. Tremenet eo pazenn ar 100 skol-vamm divyezhek publik etre an div akademiezh.
2 lec’h nevez zo bet digoret gant Deskadurezh Katolik, o-daou er Mor-Bihan (Kistreberzh ha Landevan) met ul lec'h zo bet serret (Noal-Pondi).
Ur skol nevez zo bet digoret gant rouedad ar skolioù Diwan en Akademiezh Naoned, e Sant-Ervlan a oa betek-henn kumun vrasañ Breizh hep tamm kinnig kelenn divyezhek ebet.
En eil derez ez eus bet digoret 2 hentad nevez, o-daou er publik, e Penn-ar-Bed e Lanneur ha Plouzane.
Gortoz a reer e-tro 700 skoliad ouzhpenn etre an div akademiezh er bloaz-mañ.
An evezhiadennoù0