Lid-reiñ Prizioù dazont ar brezhoneg a zo bet dalc’het d'ar Gwener 16 a viz C’hwevrer 2018 e Karaez dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an ao. Christian Le Troadec, maer Karaez hag an ao. Mael Le Guennec, rener Frañs 3 Breizh.
Tost 350 arvester o doa kemeret perzh en abadenn a zo bet filmet gant Frañs 3 Breizh e Leurenn Glenmor, hag a zo bet skignet d’ar Sadorn da-heul, en abadenn Bali Breizh.
Rummad strollegezhioù foran
Priz kentañ : Sindikad kemmesk Park naturel Arvorig, evit bezañ staliet panellerezh divyezhek dreist-holl e Menez Meur.
Eil Priz : Ti-kêr ar Roc’h-Derrien, evit un arload teiryezhek diwar-benn istor ha glad ar gumun.
Trede Priz : Mirdi Ragistor Karnag, evit bezañ savet fichennoù pedagogel e brezhoneg.
Rummad embregerezhioù
Priz kentañ : Rugby Club Gwened, testennoù, luganoù, skritelloù e brezhoneg hag implij ar yezh war an dachenn.
Eil Priz : Tudwal ha Mathias Girard o deus digoret, e Plerin, ar c’hav bier Mar’Mousse a zo divyezhek penn-da-benn.
Trede Priz : Kristof Conan produer sistr e Plougastell, a ra tikedennoù divyezhek ouzh ar boutailhoù evit lakaat ar brezhoneg war wel.
Rummad kevredigezhioù
Priz kentañ : Gwarez filmoù Breizh, e Brest. Dastum ha saveteiñ a ra filmoù diwar-benn Breizh. Un implijadez a ra gant ar brezhoneg.
Eil Priz : Yezhoù ha Sevenadur, e Naoned, a vod meur a framm : ur skol Diwan, Kentelioù an Noz, KDSK (ul levraoueg) hag ur vagouri e brezhoneg.
Trede Priz : Youn ha Solena, e Naoned. Ur vagouri e brezhoneg dre soubidigezh.
Rummad levrioù faltazi
Priz kentañ : Divaskell da nijal kuit, barzhonegoù gant Yann-Ber Pirioù (Emb. Skol Vreizh).
Eil Priz : Pellik, barzhonegoù gant Antony Heulin (Emb. Mouladurioù Hor Yezh).
Trede Priz : Troiad en Ifern, romant gant Mich Beyer (Emb. An Alarc’h embannadurioù).
Rummad pladennoù kanet e brezhoneg
Priz kentañ : ‘ N om gustumiñ deus an deñvalijenn, gant Krismenn (World Village / Pias).
Eil Priz : Loened Fur ha Foll, gant Morwenn Le Normand /Roland Conq (Coop Breizh).
Trede Priz : As an end to death, gant Tiny Feet (Les Disques Normal).
Rummad kleweled
Priz kentañ : Fin ar bed, heuliad faltazi gant Nicolas Leborgne (Lyo production ha Tita productions).
Eil Priz : Open the border, teulfilm gant Mikael Baudu (Gwengolo filmoù).
Trede Priz : Ar mor atav, film-faltazi gant Emmanuel Roy (Kalanna Production).
Rummad brezhoneger ar bloaz
Priz kentañ : Stéphanie Stoll, Prezidantez rouedad skolioù Diwan. Lakaat a ra he nerzh abalamour da zerc’hel gant ar c’hevratoù skoazellet e Diwan hag evit kaout diskoulmoù war hir amzer.
Eil Priz : Maripol Gouret ha Jean-François Guillouzic o deus lakaet kalz a boan evit sevel Yezhoù ha Sevenadur e Naoned ha krouet o deus al levraoueg vrasañ gouestlet d’ar brezhoneg ha da Vreizh el Liger-Atlantel.
Trede Priz : Fañch Bernard, stourm ar familh evit ma vefe skrivet mat anv o mab gant un « ñ ».
An evezhiadennoù0