E pep geriaoueg e vo kavet 120 termen. Peadra da gomz aesoc’h eus bitellat, liorzhañ ha lignezouriezh. Dont a ra ar geriaouegi-se da greskiñ an dastumad.
9 geriaoueg zo bet embannet er stumm-se bremañ.
Kinniget e stumm plegfollennoù livet-kaer, aes da lakaat er chakod, o deus da bal bastañ da ezhommoù war ar prim ar vrezhonegerien, pa vezont gant o diverr-amzer muiañ-karet.
Tu zo da gaout ar geriaouegi e 5 lec’hiad an Ofis Publik pe en ur bellgargañ anezho.
An evezhiadennoù0